1. Den a sell (ouzh udb.).
DHS. arvester, evezhier.
&
Ent strizh
Den zo o sellet ouzh un arvest.
Ar sellerien a stlake o daouarn. Ober plijadur d'ar sellerien.
DHS. evezhier.
HS. arvester.
2. GWECHALL
Seller-moc'h : den a oa e vicher sellet ouzh teodoù ar moc'h evit gouzout pe yac'h pe glañv ez int.
3. PEMDEZ (en e furm venel lies)
Sellerezed : pennoù ed zo kresket uheloc'h eget ar re all.
HS. selaouer.
Ar re war varc’h, o kas war-raok a-benn-herr eeun dirazo, a dizhas, ne voe ket pell, al lec’h ma tastum ar stêr hec’h holl zourioù en un naoziad, ha hi peurzieub a enezennoù, diharz-kaer d’ar sellerien da welout an holl red-dour en e led eus an eil glann d’eben.
Ar re war varc’h, o kas war-raok a-benn-herr eeun dirazo, a dizas, ne voe ket pell, al lec’h ma tastum ar stêr hec’h holl zouriou en eun naoziad, ha hi peurzieub a enezennou, diharz-kaer d’ar sellerien da welout an holl red-dour en e led eus an eil glann d’eben.
1923
Référence :
SKET
p.135
Evel-se emañ an Amerikaned holl : p’en en dommont ouzh tra pe dra, ne chomont ket da blediñ gant soñj ar sellerien.
Evel-se emañ an Amerikaned holl : p’en en dommont ouz tra pe dra, ne chomont ket da bledi gant soñj ar sellerien.