1. POLITIK.
1. BREMAÑ (gant ur bennlizherenn-dal a-wechoù)
Unan eus an div vodadenn a gaver e renadoù demokratel zo.
Sened ar Stadoù-Unanet.
2. ISTOR
Bodadenn bolitikel pennañ e broioù zo.
II. RELIJ.
1. Sened-iliz : bodadeg eskibien eus an Iliz Katolik zo karget da gemer divizoù a-fet kelennadurezh pe reolennoù.
&
Dre verr.
E Roma e talc'hed ar pevare sened. Sened Trenta.
&
Sened meur, hollek, hollvedel : sened-Iliz a vod eskibien eus ar bed-holl.
&
Sened broadel, sened rannvroel : sened-Iliz a vod holl eskibien ur vro, ur rannvro.
2. Bodadeg tud a Iliz.
&
Sened eskibien : bodadeg kuzuliañ, enni eskibien, a vez klevet gant ar pab bep eil pe tri bloaz.
&
Sened eskopti, arc'heskopti : bodadeg kloer, en un eskopti pe un arc'heskopti, galvet evit komz eus mont en-dro an lliz eno.
&
Sened hugunoded : bodadeg pastored an Ilizoù protestant en ur vro pe ur rannvro.
&
Sened kardinaled : bodadeg ar gardinaled evit dilenn ur pab nevez.
Un istorian genidik a Vreizh a raport penaos ez eus bet dalc'het ur sened e-barzh en prioldi sant Herve, war lein menez Bre, etre Gwengamp ha Lannuon.
Un Historyan guinidicq a vreiz a raport penaus ez eus bet dalc'het ur sened ebarz en prioldy sant Herve, var lein menez Bre, entre Guëngamp ha lanvyon.
1732
Référence :
GReg
pg concile (il y a eu un Concile provincial au Prieuré de saint Hervé, sur la montagne de Brée, à ce qu'assure un Historien Breton)
sened dizaprouet
sened disaprouët
1732
Référence :
GReg
pg conbiliabule [sic] (assemblée de Prelats, qui n'a pas été convoquée legitimement, & selon les Ordres de l'Eglise)