Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. POLITIK. 1. BREMAÑ (gant ur bennlizherenn-dal a-wechoù) Unan eus an div vodadenn a gaver e renadoù demokratel zo. Sened ar Stadoù-Unanet. 2. ISTOR Bodadenn bolitikel pennañ e broioù zo. II. RELIJ. 1. Sened-iliz : bodadeg eskibien eus an Iliz Katolik zo karget da gemer divizoù a-fet kelennadurezh pe reolennoù. & Dre verr. E Roma e talc'hed ar pevare sened. Sened Trenta. & Sened meur, hollek, hollvedel : sened-Iliz a vod eskibien eus ar bed-holl. & Sened broadel, sened rannvroel : sened-Iliz a vod holl eskibien ur vro, ur rannvro. 2. Bodadeg tud a Iliz. & Sened eskibien : bodadeg kuzuliañ, enni eskibien, a vez klevet gant ar pab bep eil pe tri bloaz. & Sened eskopti, arc'heskopti : bodadeg kloer, en un eskopti pe un arc'heskopti, galvet evit komz eus mont en-dro an lliz eno. & Sened hugunoded : bodadeg pastored an Ilizoù protestant en ur vro pe ur rannvro. & Sened kardinaled : bodadeg ar gardinaled evit dilenn ur pab nevez.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

sened

1499
Daveenn : LVBCA p181 (senne de prebstres)

senedoù dizaprouet

1732
Daveenn : GReg pg conbiliabule [sic]

ar senedoù jeneral

1732
Daveenn : GReg pg (les) conciles (Oecumeniques)

Un istorian genidik a Vreizh a raport penaos ez eus bet dalc'het ur sened e-barzh en prioldi sant Herve, war lein menez Bre, etre Gwengamp ha Lannuon.

1732
Daveenn : GReg pg concile (il y a eu un Concile provincial au Prieuré de saint Hervé, sur la montagne de Brée, à ce qu'assure un Historien Breton)

sened dizaprouet

1732
Daveenn : GReg pg conbiliabule [sic] (assemblée de Prelats, qui n'a pas été convoquée legitimement, & selon les Ordres de l'Eglise)

sened

1732
Daveenn : GReg pg concile (synode)

senedoù

1732
Daveenn : GReg pg concile

sened jeneral

1732
Daveenn : GReg pg concile (général)

senedoù jeneral

1732
Daveenn : GReg pg concile (général)

sened

1850
Daveenn : GON.II.HV pg séned

senedoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg séned

sened

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sénat

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial