I.
H.g.
A. GWIR
1. Obererezh lakaat madoù un dleour dindan veli ar justis, war goulenn ar c'hredour, evit e lakaat da baeañ e zle.
Eñ en deus graet lakaat ar seziz àr eost e vreur. Lakaat seziz war udb.
DHS. foar, gwerzh.
2. Perc'hennadur gant ar velestradurezh war vadoù gounezet a-enep al lezenn, war ar pezh zo bet implijet evit o gounit, war udb. difennet, war draoù talvoudus evit prouiñ un torfed, h.a.
Seziz a voe lakaet war e levr.
3.
B.
1. Obererezh brezel, anezhañ gronnañ ul lec'h (kastell-kreñv, kêr, h.a.) evit e aloubiñ.
Er bloaz 1344, Charlez Bleiz a zeuas da lakaat seziz war Gemper. Sevel ar seziz diwar ar gêr.
&
Kanol-seziz : doare kanol implijet e-pad seziz ul lec'h.
&
Klaz-seziz : klaz digoret evit tostaat ar soudarded ouzh difennoù an enebourien, evit aozañ ar seziz.
&
Riboul seziz : riboul kleuzet dindan difennoù ar sezizidi evit o distrujañ.
HS. gronn.
2. Stad-seziz : renad ispisial ma vez karget an arme da zelc'her an urzh ha ma lakaer da dalvezout lezennoù divoas hag a greñva beli ar galloud diwar-goust ar frankizoù hiniennel.
II. Gwechad lakaat seziz war udb.
Bezañ par da herzel ouzh ur seziz.