Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. Oberiadur sinañ ha, dre ast., mare ma siner. Paeet e vo an hanter eus ar sammad a-benn sinadur ar gevrat. 2. Anv un den skrivet gant e zorn en un doare dezhañ e-unan hag a dalvez da wiriañ gwirionded ur skrid pe un oberenn, da anavezout ar saver anezho. Lakaat e sinadur e traoñ un teuliad. Ne oa ket a sinadur war al livadur. HS. arouez, merk.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

sinadur

1909
Référence : BROU p. 421 (signature)

Pa gendalc'hit da jarneal, E vo test ivez, ez leal, War ar skrid-se ho sinadur Ez oc'h trubard ha dinatur.

1960
Référence : PETO p20

Met evel ma en em glevemp mat-tre hon-daou, ne voe kudenn ebet ha pep hini a gendalc'has da ober ar pezh a rae diagent, war-bouez ar sinadurioù.

1985
Référence : DGBD p121

Ar sifr a oa uhel met ar sinadur a spire evit muioc'h eget se - gant ma ve diles.

2012
Référence : DJHMH p14

Gwiriegezh sinadur ar muntrer, gant ar gêrreizh e ranko bezañ testeniet.

2015
Référence : EHPEA p118

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux