Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. (db. an dud, an traoù) Nebeut a bouez ennañ. Ur plac'hig skañv-skañv. Skañv eo ar pluñv. An eoul zo skañvoc'h eget an dour. & Trl. kv. Skañv evel un neudenn, evel ar pell kerc'h : skañv-kenañ. ES. pounner. 2. Dre ast. Dister ar c'hementad anezhañ. An eost a vo fall ha skañv. 3. Dre skeud. Douget nebeut da brederiañ (a-raok ober udb.). Honnezh zo ur plac'h skañv. En zo skañv a benn, ur penn skañv zo anezhañ. & (db. ar c'homzoù) Lavaret hep prederiañ, dibrenn. HS. brell, diboell, skañvbenn. ES. fur, poellek. 4. (db. ar boued) A vez treizhet aes (gant ar stomog). Ur pred skañv en deus aozet. Eñ ne zebr nemet boued skañv : frouezh ha legumaj. ES. stambouc'hus. 5. (db. an douar) Aes da arat, da balat. Douar skañv zo war an uhel. 6. Dre skeud. Nebeut a bouez, a dalvoudegezh dezhañ. E vriad ouiziegezh zo gwall skañv. 7. Aes da c'houzañv. Gwechall e oa unan a gave skañv ar vuhez. Skañv eo bet ar c'hastiz. 8. db. ar spered : seder. [1878] Antronoz vintin e saved yac’h eus ar gwele, ar spered skañv ha gae, ar c’horf didorr, ha, d’al Lun, ec’h en em roed adarre d’al labour ker kalonek ha biskoazh. 9. (db. ar c'herzhed) Mibin, prim. Skañv eo e c'har, e droad. Al lestr-se zo skañv a ouel : buan ez a. [1878] Hag ar c’here trubard a valee, skañv e droad ha sonn e benn, a-raok ar soudarded [...]. 9. Dre ast. (db. ar c'hleved) A glev mat ha diouzhtu. Hennezh zo skañv a skouarn. HS. skiltr, tanav. 10. PEMDEZ. Ar paotr skañv : skevent ul loen lazhet. II. Adv. 1. Ent skañv. Skañvik e kerzh. [1878] Abalamour da se e lammis skañv er vered, hag ez is war-eeun da gaout an nor a zo e tu ar c’hreisteiz d’an iliz. 2. (da heul un ag., pe un agv.) En un doare skañv. Gwisket-skañv e oa. Un den neuziet-skañv : doare dichek dezhañ. 3. Tr. adv. A-ziwar skañv, diwar skañv : diwar-c'horre. Diblusk an avaloù-douar diwar skañv. & Dre skeud. Ober ul labour diwar skañv : hep preder nag evezh. 4. Tr. adv. ÀR SKAÑV, WAR SKAÑV : o tougen nebeut a vec'h. Kirri bihan karget àr skañv. III. Impl. da anv hollek. Diouer a bouez. A-drugarez d'ar skañv ez a buan war-raok.

Exemples historiques : 
72
Masquer la liste des exemples

skañv

1499
Référence : LVBCA p184 (légier, non pesant)

avel skañv

1499
Référence : LVBCA p30, 184 (ligier vent et vault autant comme ce qui faict florir et germer)

skañv

1659
Référence : LDJM.1 pg volage

skañv

1659
Référence : LDJM.1 pg agile, inconstant, leger

ar skañvañ

1699
Référence : Har. pg skañv

marc'hegerien armet skañv

1732
Référence : GReg pg chevaux-legers

gwin skañv

1732
Référence : GReg pg (vin) coulant (& agréable à boire)

kousket skañv

1732
Référence : GReg pg dormir (en poste)

skañv eo ar c'hrog, ha yen an oaled em zi-me.

1732
Référence : GReg pg (la) cuisine (n'est pas bonne chez moi)

skañvoc'h

1732
Référence : GReg pg agile

ez scañ

1732
Référence : GReg pg agilement

skañvañ

1732
Référence : GReg pg agile

skañvañ

1732
Référence : GReg pg agile

skañvoc'h

1732
Référence : GReg pg agile

fust skañv

1732
Référence : GReg pg fregate (Fregate legere.)

fourgadenn skañv

1732
Référence : GReg pg fregate (Fregate legere.)

galeoù skañv

1732
Référence : GReg pg galiote (galere petite & legere, p.)

gale skañv

1732
Référence : GReg pg galiote (galere petite & legere.)

ez skañv

1732
Référence : GReg pg gaillardement (alaigrement)

skañv

1732
Référence : GReg pg agile

harnez skañv

1732
Référence : GReg pg armure (légère)

fustoù skañv

1732
Référence : GReg pg fregate (Fregate legere, p.)

skañvañ

1732
Référence : GReg pg agile

skañv a benn

1732
Référence : GReg pg (petit) cerveau (petite cervelle)

skañvañ

1850
Référence : GON.II pg skañ, skañv, skañva

Un aezhenn skañv a sav alese.

1850
Référence : GON.II pg aézen (il s'élève de là une vapeur légère)

skañv

1850
Référence : GON.II pg eskuit, iskuit, skañ, skañv, skañva, skañvaat, skañvder, skañvoc'h

gale skañv

1850
Référence : GON.II.HV pg galé-skañv

skañv

1850
Référence : GON.II pg skañ, skañv

skañv eo evel ar pell kerc'h

1850
Référence : GON.II pg skañ, skañv

skañv eo evit e oad

1850
Référence : GON.II pg skañ, skañv

skañvoc'h

1850
Référence : GON.II pg skañ, skañv, skañvoc'h

skañvoc'h eo an heol eget an dour

1850
Référence : GON.II pg skañ, skañv

pehini eo ar skañvañ ?

1850
Référence : GON.II pg skañ, skañv

— « N'omp ket, eme ar vaot, hag e-lec'h kaout un doenn, / Ma'm be, evel ar goulm, divaskell da nijañ, / Me a ve aet dija / Da c'houzout e pelec'h eo dalc'het an heizez, / Hor mignonezig kaezh, / Skañv evel an avel ; koulz ha ma'z eo lijer, / Ez eo ivez tener. »

1867
Référence : MGK p46

Dougen ur banerad bleuñv zo aesoc'h, a-dra-sur, hag an aotrou Milin a zoug skañv ha brav ar re en deus kutuilhet tu-mañ, tu-hont e liorzhoù ar Varvailherien gozh, e liorzh Yann ar Feunteun, dreist ar re all.

1867
Référence : MGK Rakskrid X

En ur gêr ne anvin, zo pell diouzh ar vro-mañ, ur gêr a voa enni leun a dud pennoù skañv; ur marvailher brudet, eus ar re ouiziekañ; o welet edo 'n droug a-lamm o tirollañ; hag e teuje a-benn da gas ar vro da goll a yeas war leurgêr evit prezeg d'an holl

1867
Référence : MGK p1

Div goulm en em gare gant ur wir garantez. Unan anezho un dervezh, enoeet en he c'hêr, a lakeas en he fenn, ur pennig skañv-meurbet, mont da foetañ broioù.

1867
Référence : MGK p17

Loull ar Bouc’h a bignas dre an delezoù ker skañv e c’har, evel pa n’en divije bet nemet triwec’h vloaz.

1877
Référence : EKG.I. p.135

Kerkent pep hini a ya da ober ar pezh a zo gourc’hemennet dezhañ ; unan a oa o purañ ar podoù, un all o sec’hañ ar pladoù, un all o rinsañ an oaled ; un all a yeas da gerc’hat koad d’ar bern keuneud a oa en tu-all d’ar porzh a-ziadreñv, e kichen ar c’hraou-moc’h ; ar sakrist, skañv e c’har, a yae d’ar c’hav, hag a deue gantañ, [b]ep tro, ur vriad boutailhadoù gwin kozh. Koan ne zaleas ket da vezañ dare.

1877
Référence : EKG.I. p.123

Edo er c’hiz-se e-kreiz an hent pa glevas, o tiskenn eus a gostez ar C’hozhvarc’had, un den hag a valee prim, evel diwar nij, digor e zivesker, ramp gantañ, dibreder ha skañv e droad, ur penn-bazh en e zorn hag e wentle a-zindan e vrec’h, o vont en tu bennak da glask pemp gwenneg d’e zervezh.

1877
Référence : EKG.I. p.131

Antronoz vintin e saved yac’h eus ar gwele, ar spered skañv ha gae, ar c’horf didorr, ha, d’al Lun, ec’h en em roed adarre d’al labour ker kalonek ha biskoazh.

1878
Référence : EKG.II p.174

Hag ar c’here trubard a valee, skañv e droad ha sonn e benn, a-raok ar soudarded, evel ma’z ae gwechall Judaz a-raok ar Yuzevien p’edont o vont da gregiñ e Jezuz, hor Salver.

1878
Référence : EKG.II p.154

Abalamour da se e lammis skañv er vered, hag ez is war-eeun da gaout an nor a zo e tu ar c’hreisteiz d’an iliz. Serret e oa...

1878
Référence : EKG.II p.117

Evel a ouzoc’h, ar veleien o doa gellet kemeret an tec’h, rak Laouig Appere a yoa bet lemm e lagad ha skañv e c’har, ha n’oa ket bet ret lavaret div wech d’ar veleien mont en hent.

1878
Référence : EKG.II p.69

avreg : douar skañv nevez-palet

1909
Référence : BROU p. 403

Eured Nemos (an Neñv) eo gant Anderix (« rouanez-veur », an Dirien-doueez) (1) ; fraoñv-divraoñv e vez ar gwenan a-zioc’h ar bleuñvegoù ; a-bouez-penn e kan an evned war ar barroù ; hag en em c’halv al loened pevarzroadek, en ul lammat skañv ha lirzhin, ouzh gwrimenn ar c’hlasvez ha war ribl an dour.

1923
Référence : SKET p.48

Glas-mor e oa e zaoulagad ha ruz-burlu e zivoc’h ; mentek e oa, heñvel ouzh ur dervenn yaouank, ha kreñv, postek, skañv da redek evel an "uros" (1).

1923
Référence : SKET p.42-43

Vindosêtlos a gerzhas betek Moridunon, skañv e bicheradig en e zorn kreñv, pounner, avat, e galon ha morennet-holl e ene a c’hlac’har.

1924
Référence : SKET.II p.36

Ma teuas d’en em veskañ o anal. Hag ez oa anal an daou-se, an doueez hag ar mabig, ker klouar ha ker klouar, ker skañv ha ker skañv , ker kuñv ha ker kuñv.

1924
Référence : SKET.II p.9

Ar re-mañ a oa skañv o zreid. Houp ! Ul lamm, ha d’an traoñ eus ar wezenn, ul lamm all, ha, dreist ar voger, pe a-dreuz ar c’harzh, er-maez al liorzh. Ha da redek !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Buan, it da gerc’hat barner Tremedern. Arabat eo leuskel ar ganfarded da ober o fennoù skañv, ret eo reiñ dezho ur gentel hag a bego [oute].

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)

Hag eñ hag ar person o deus klevet penn-da-benn an doare, klevet ivez penaos Bilzig n’en devoa bet nep perzh el laeroñsi ; debret en devoa bet ur berenn, gwir eo, met skañv e oa e bec’hed, kri ar binijenn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Met an aotrou person n’oa ket ken skañv e vennozh, ha meur a wech, ha pell goude, pa wele ar paotr, e rae un distro war an arvest c’hoariet en e sal, hag e goñsiañs dezhañ a rebeche gwialenn ar barner.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Disket en devoa ivez en em bilat, hag, a-barzh un nebeudig, hini anezho na oa ken skañv a droad, ken prim a zorn, ha piladeg anezhi (ha se aliesoc’h eget bemdez) ral e veze ma na deue ket a-benn eus ar baotred all.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Paotr moan ha mistr, treut met gwevn a gorf ha skañv a droad, lemm a lagad hag a spered, e oa d’ar c’houlz-se ar paotr.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.978 (Even 1924)

N’eo ket bet chomet ar Manac’h da glask mannoù war an hent : skañv e droad, flaer en e vragoù, en ur redadenn ec’h erruas er gêr.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Nes dezhi Morividus (7), gwenn-holl dindan koabrennoù arc’hant hec’h oabl, dindan deliadur fiñvus ha skañv he gwez evl, haleg ha bezv.

1924
Référence : SKET.II p.74

Pa lavaran deoc’h, ur plac’hig koant, un tammig skañv he fenn, hervez m’emañ ar c’hiz gant ar merc’hedoù yaouank.

1925
Référence : BILZ2 p.150

Hag ar ganaouenn nevez a savas adarre, skañv ha lirzhin, etrezek an oabl steredennet : [...].

1925
Référence : BILZ2 p.160

kanolioù skañv

1931
Référence : VALL pg artillerie

staen skañv

1931
Référence : VALL pg altuminium

skañv

1931
Référence : VALL pg agile

Ker skañv e oa e vale hag hini ur c’hazh pa vez da vat o logota.

1944
Référence : ATST p.32

Skañv e oa eta e vriad gouiziegezh.

1944
Référence : EURW.1 p10

An deiz-se, ma c'hredit, e touis mar em bije biken un dilhad broadel din ma-unan e rajen ur bragoù bras skañv, ha nann ur sac'h lien gros, evel an hini a zougen.

1944
Référence : EURW.1 p.129

Sevel mintin-mat, kargañ ar sac’h, choukañ bouetaj er bisac’h, gwin er bidon, ha mont dinec’h dre an hentoù bras en ur ganañ, gant Grandmoulin, ha Corvaisier, daou Roazhoniad hag a ouie ur bern sonioù skañv […].

1944
Référence : EURW.1 p.199

— « Kavout a ra din », eme Lukaz, « eo deuet ho teod da vezañ skañvoc’h gant marv hoc’h eontr ? »

1944
Référence : ATST p.15

N'oa ket souezhet ar paotr yaouank : anat an dra da gement kloareg, ar merc'hed a zo skañv o fennoù.

1949
Référence : SIZH p.56

Marc'heg, perak ren ur seurt hu / War ho marc'h skañv, herrus e dus, / Ken trouzus tost ha froud ur skluz, / Ha din petra ' ziouganit-hu ?

1960
Référence : PETO p56

Tu am eus bet gwelet o bagoù skañv meur a lev er-maez dirak Kap an Tri Fenn.

1985
Référence : DGBD p20

Ma ne gredan diskuliañ tra dezhi koulskoude, neuze e forc'han anezhi eus diawelad un dazont skañvoc'h met diwall a ran anezhi ivez diouzh ur gerseenn a c'hellfe bezañ.

2015
Référence : EHPEA p25

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux