1. GWECHALL.
[1499] Sac'h a zouger a-skerb.
2. [1850] Lurell danvez, ledan pe ledanoc'h, gwisket a-viziez eus ar skoaz d'ar groazlez enep, pe skoulmet en-dro d'an dargreiz, a dalvez da aroueziañ ur garg.
Skerb an aotrou maer.
3. Ent strizh.
[1659] Pezh dilhad, anezhañ ul lurell c'hloan hir pe hiroc'h, a wisker en-dro d'ar gouzoug, ha gwechall war ar chouk ivez, d'en em ziwall diouzh ar riv.
Ur skerb gloan a oa gantañ en-dro d'e c'houzoug.
4. Dre heveleb.
[2012] Bandennad danvez hir pe hiroc'h.
[2012] Skerboù koumoul lufrus ha skañv a nije dirak al loar.
Référence :
SKET
p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Écharpe".
Ar merc’hed blev-melen, a c’hournijelle ganto o skerboù lin tanav hag a stirlinke gwalennoù o divrec’hioù gwenn hag o ufernioù-treid (1), keit ha ma troellent ha ma lamment, skañv evel yourc’hezed, war al leton ouzh gwrimenn ar wezeg c’hlas.
Ar merc’hed bleo-melen, a c’hournijelle ganto o skerbou lin tano hag a stirlinke gwalennou o divrec’hiou gwenn hag o uferniou-treid (1), keit ha ma trôellent ha ma lamment, skanv evel yourc’hezed, war al leton ouz gwrimenn ar wezeg c’hlas.
1923
Référence :
SKET
p.62
Ur gwir nozvezh a viz Meurzh e oa, avelet ha yen. Morlivet e oa al loar astennet a-c'hwen he c'hein, evel ma vije bet bountet gant an avel ; skerboù koumoul lufrus ha skañv a nije dirazi.