Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. GWECHALL. [1499] Sac'h a zouger a-skerb. 2. [1850] Lurell danvez, ledan pe ledanoc'h, gwisket a-viziez eus ar skoaz d'ar groazlez enep, pe skoulmet en-dro d'an dargreiz, a dalvez da aroueziañ ur garg. Skerb an aotrou maer. 3. Ent strizh. [1659] Pezh dilhad, anezhañ ul lurell c'hloan hir pe hiroc'h, a wisker en-dro d'ar gouzoug, ha gwechall war ar chouk ivez, d'en em ziwall diouzh ar riv. Ur skerb gloan a oa gantañ en-dro d'e c'houzoug. 4. Dre heveleb. [2012] Bandennad danvez hir pe hiroc'h. [2012] Skerboù koumoul lufrus ha skañv a nije dirak al loar.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

skerb

1499
Daveenn : LVBCA p184

skerb

1659
Daveenn : LDJM.1 pg squerb

ur skerb er c'hiz

1732
Daveenn : GReg pg (une) écharpe (à la mode)

skerb

1732
Daveenn : GReg pg écharpe (de femmes)

skerpoù

1732
Daveenn : GReg pg écharpe (de femmes)

skerb

1850
Daveenn : GON.II pg skerb

skerboù

1850
Daveenn : GON.II pg skerb

skerb

1850
Daveenn : GON.II.HV pg turbañ

skerb gg.

1923
Daveenn : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Écharpe".

Ar merc’hed blev-melen, a c’hournijelle ganto o skerboù lin tanav hag a stirlinke gwalennoù o divrec’hioù gwenn hag o ufernioù-treid (1), keit ha ma troellent ha ma lamment, skañv evel yourc’hezed, war al leton ouzh gwrimenn ar wezeg c’hlas.

1923
Daveenn : SKET p.62

Ur gwir nozvezh a viz Meurzh e oa, avelet ha yen. Morlivet e oa al loar astennet a-c'hwen he c'hein, evel ma vije bet bountet gant an avel ; skerboù koumoul lufrus ha skañv a nije dirazi.

2012
Daveenn : DJHMH p.61

Notennoù studi

Ger benel e geriadur ar Gonideg.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial