1. Obererezh atahinañ.
Ne oa ket bet evit gouzañv seurt atahin.
2. OBER ATAHIN (DA UB.), KLASK ATAHIN (OUZH, GANT UB.) : klask trouz outañ.
Klask a ra atahin ouzh an holl. Graet en doa atahin dezhañ e-pad ma oa e karg. Mont a reas kuit en arbenn d'an atahin a glaskent ober dezhañ. Ne zarempredin mui anezhi, gant ma ne glasko ket ivez atahin ganin.