Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. (db. al loened) 1. (en e furm lies prl.) Ivin lemm ha kromm zo e penn bizied ar bronneged kigdebrer ha krigner, an evned ha stlejviled zo. Skilfoù pak-dispak ar c'hizhier. Skilfoù ar sparfelled. HS. kraban. 2. Dre ast. Stilhon. II. Dre skeud., difetis 1. Arouez al laerezh, ar skrapañ. Tennañ a reas merc'h ar roue a-dre skilfoù ar roñfl. 2. Arouez nep tra a zalc'h ha na ziskrog ken. Ha mont a ri e skilf ar Marv kriz, da-unan-penn. Mervel a rankan etre skilfoù euzhus ar roc'h-mañ.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

skilfoù ar moc'h-gouez

1659
Référence : LDJM.1 pg armes du sanglier

skilfoù

1659
Référence : LDJM.1 pg serres

skilfoù ar c'hazh

1732
Référence : GReg pg griffe (Les griffes du chat)

skilfoù an hoc'h-gouez

1732
Référence : GReg pg armer, défenses (du Sanglier)

skilf

1732
Référence : GReg pg dent (de chien), griffe (ongle de bêtes, d'oiseaux), griffe (Griffe, parlant d'un homme qui ravit le bien d’autrui.)

skilfoù

1732
Référence : GReg pg dent (de chien), griffe (ongle de bêtes, d'oiseaux, p.), griffe (Griffe, parlant d'un homme qui ravit le bien d’autrui, p.)

skilfoù al leon

1732
Référence : GReg pg griffe (Les griffes du lion)

skilf

1850
Référence : GON.II pg skilf, kraban

skilfoù

1850
Référence : GON.II pg skilf

gant un taol skilfoù eo en deus va roget evel-se

1850
Référence : GON.II pg skilf

Hep ur c'hriñsenn, Eripin kaezh, / E rankit, en ho stad, glaouriñ du gant an naon ; / Rak, evel ma ouzoc'h, dre ned eus razoc'h aon, / Ne c'hellit kaout kofad, na begad evit netra / : A daolioù skilf, pep tamm a rankit diframmañ[.]

1867
Référence : MGK p8

Sec’h da zaeloù, Kivoron, ur bugel a c’hell gouelañ ; mes ur c’habiten a rank kaout kalon, bezañ den hag ober e zever ; hon dever-ni eo tennañ an Aotrou Poullaoueg eus a skilfoù ar republikaned.

1877
Référence : EKG.I. p.227

En e dreid ez eus skilfoù heñvel ouzh re ar gup.

1924
Référence : SKET.II p.45

A-zioc'h e benn, war an aspled, un erer aour, sanket gantañ e skilfoù en ur pikol boull aour, a bare e selloù diflach war dor ar maez.

1949
Référence : SIZH p.64

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux