I.
(db. al loened)
1. (en e furm lies prl.)
Ivin lemm ha kromm zo e penn bizied ar bronneged kigdebrer ha krigner, an evned ha stlejviled zo.
Skilfoù pak-dispak ar c'hizhier. Skilfoù ar sparfelled.
HS. kraban.
2. Dre ast.
Stilhon.
II. Dre skeud., difetis
1. Arouez al laerezh, ar skrapañ.
Tennañ a reas merc'h ar roue a-dre skilfoù ar roñfl.
2. Arouez nep tra a zalc'h ha na ziskrog ken.
Ha mont a ri e skilf ar Marv kriz, da-unan-penn. Mervel a rankan etre skilfoù euzhus ar roc'h-mañ.
Daveenn :
GReg
pg dent (de chien), griffe (ongle de bêtes, d'oiseaux), griffe (Griffe, parlant d'un homme qui ravit le bien d’autrui.)
skilfoù
sqilfou
1732
Daveenn :
GReg
pg dent (de chien), griffe (ongle de bêtes, d'oiseaux, p.), griffe (Griffe, parlant d'un homme qui ravit le bien d’autrui, p.)
skilfoù al leon
sqilfou al leon
1732
Daveenn :
GReg
pg griffe (Les griffes du lion)
skilf
1850
Daveenn :
GON.II
pg skilf, kraban
skilfoù
skilfou
1850
Daveenn :
GON.II
pg skilf
gant un taol skilfoù eo en deus va roget evel-se
gañd eunn taol skilfou eo en deûz va roget évelsé
1850
Daveenn :
GON.II
pg skilf
Hep ur c'hriñsenn, Eripin kaezh, / E rankit, en ho stad, glaouriñ du gant an naon ; / Rak, evel ma ouzoc'h, dre ned eus razoc'h aon, / Ne c'hellit kaout kofad, na begad evit netra / : A daolioù skilf, pep tamm a rankit diframmañ[.]
Hep eur c'hrinsen, Eripin keaz, / E rankit, enn ho stad, glaouri-du gant ann naoun ; / Rak, evel a c'houzoc'h dre ne d-euz ra z-hoc'h aoun, / Ne c'hellit kaout kofad na begad evit netra / : A daoliou skilf, pep tamm a rankit diframma[.]
1867
Daveenn :
MGK
p8
Sec’h da zaeloù, Kivoron, ur bugel a c’hell gouelañ ; mes ur c’habiten a rank kaout kalon, bezañ den hag ober e zever ; hon dever-ni eo tennañ an Aotrou Poullaoueg eus a skilfoù ar republikaned.
Sec’h da zaelou, Kivoron, eur bugel a c’hell gouela ; mez eur c’habiten a rank kaout kaloun, beza den hag ober he zever ; hon dever-ni eo tenna an Aoutrou Poullaouec euz a skilfou ar republikaned.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.227
En e dreid ez eus skilfoù heñvel ouzh re ar gup.
En e dreid ez eus skilfou henvel ouz re ar gup.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.45
A-zioc'h e benn, war an aspled, un erer aour, sanket gantañ e skilfoù en ur pikol boull aour, a bare e selloù diflach war dor ar maez.