Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. A daol sonioù skiltr. Chilpadenn skiltrus al louarn. Tiez ar ru nevez a gorne gant mouezh skiltrus Alen. Galv skiltrus ar skrev war an tevenn. [1878] [...] pa gleven an avel o sourral kreñvoc’h, pe ur griadenn skiltrusoc’h o tont eus a di Bielon, e chomen a-sav [...]. 2. A ro ur santad lemm. Ar riv skiltrus a grog en e gorf noazh. II. Adv. Hag a daol sonioù skiltr. Seniñ gant un drompilh ken kreñv ha ken skiltrus ma vo klevet dre bevar c'horn ar bed. Gwiñvered o troiellat en-dro dimp en ur grial skiltrus.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

ur vouezh skiltrus

1732
Référence : GReg pg (une voix) claire

mouezhioù skiltrus

1732
Référence : GReg pg (une voix) claire

skiltrus

1732
Référence : GReg pg éclatant (ante, parlant des voix, & des sons)

ur vouezh skiltr, skiltrus, sklentin

1732
Référence : GReg pg (une voix éclatante)

ur son skiltrus

1732
Référence : GReg pg (un son de cloche &c. éclatant)

skiltrus

1850
Référence : GON.II pg skiltr, skiltruz

Ne glever ket zoken en oabl, a-zioc’h ar penn, kan klemmus ar c’hefeleg-aod, na kaket skiltrus ar morbig marellet.

1877
Référence : EKG.I. p.94

Ar gwel eus ar gwad a atizas an holl ; ur youc’hadenn skiltrus a dregernas dre bevar c’horn bourk Plabenneg, ar bizhier a savas en aer, ar mein a gouezhas stank war Gorbet hag e soudarded.

1877
Référence : EKG.I. p.263

N’oa ket gwall bell abaoe m’edont e koad Keryann ; amzer o doa bet hepken d’en em renkañ a-hed ar c’hleuz, ha da ober pep a riboulig da veg o fuzuilhoù, dre greiz ar c’harzh, evit gellout gwelet mat en hent-bras, pa glevjont o tont diouzh tu Konk ur chaok hag ur cholori ker skiltrus ha youc’herezh paotred ar Sabad, en nozvezh m’o doa kaset ganto ur c’hemener da goaniañ, en ur foennog distro, leun a lagennoù.

1877
Référence : EKG.I. p.200

Mont a raen er c’hiz-se war-zu an iliz, ha, pa gleven an avel o sourral kreñvoc’h, pe ur griadenn skiltrusoc’h o tont eus a di Bielon, e chomen a-sav, ec’h en em eeunen sonn ouc’h [ouc’h] an ti evel pa vijen bet ur maen-benerezh lakaet er voger gant ar mañsoner.

1878
Référence : EKG.II p.116

Ne vije ket bet ret bezañ kement-se war evezh, rak ne voe klevet netra nemet chilpadenn skiltrus al louarn o redet war-lerc’h ar c’had pe al lapin, hag hopadenn kañvaouus ar gaouenn war-dro maner Kervengi.

1878
Référence : EKG.II p.11-12

A bep tu e tregerne son skiltrus hirgornioù aour kizellet.

1923
Référence : SKET p.120

Un teod lemm en doa, da c’houzout distagañ pastelloù bourdoù ha fentigelloù en ur c’hoarzhin skiltrus.

1944
Référence : EURW.1 p.173

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux