I.
1. Pep hini eus ar bizhier a ra al liamm etre bendell ar rod hag he c'hammed.
Ar c'harrer o poaniañ da renkañ skinoù ha bendellioù.
2. MENTON.
Skejenn digemm he hed a ere forzh pe boent eus ur c'helc'h d'e greiz.
Keit eo skin ur c'helc'h hag an hanter eus e dreuzkiz.
II.
1. Bann gouloù e stumm ul linenn pe ur vandenn.
Skinoù an heol.
DHS. bann, sked.
HS. terenn.
2. Kement darvoudenn fizikel lakaet da zamheñvel ouzh ur skin (I 1).
Skinoù gamma, skinoù X.
III. KORF.
Askorn hir ha tev, zo lechiet war an tu a-raok d'ar c'har, dirak ar spilhenn.
Référence :
GReg
pg charrette (rayons, ou, rais, qui joignent les jantes & le moyeu)
skinoù
squinou
1732
Référence :
GReg
pg charrette (rayons, ou, rais, qui joignent les jantes & le moyeu)
skinioù
skîniou
1850
Référence :
GON.II
pg skîn
skin
skîn
1850
Référence :
GON.II
pg empren, skîn
skinoù
skînou
1850
Référence :
GON.II
pg skîn
An daouzek plac’h, kaer o devoe kregiñ e skinoù ar rodoù hag en em deurel e penn ar c’hezeg, a voe aner dezho strivañ da zerc’hel ar c’harr war an aod.
An daouzek plac’h, kaer o devoe kregi e skinou ar rodou hag en em deurel e penn ar c’hezeg, a voe aner d’ezo striva da zerc’hel ar c’harr war an aod.
1924
Référence :
SKET.II
p.38
Ur pennadig goude e tiflukas an heol a-douez ar c'houmoul, hag e voe beuzet ar weledigezh en e skinoù.
1985
Référence :
DGBD
p142
Kuit a c'houzañv bemdez ivez saotradur ar skinoù, ar mogedoù, an elfennoù noazhus [noazus].