Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Pep hini eus ar bizhier a ra al liamm etre bendell ar rod hag he c'hammed. Ar c'harrer o poaniañ da renkañ skinoù ha bendellioù. 2. MENTON. Skejenn digemm he hed a ere forzh pe boent eus ur c'helc'h d'e greiz. Keit eo skin ur c'helc'h hag an hanter eus e dreuzkiz. II. 1. Bann gouloù e stumm ul linenn pe ur vandenn. Skinoù an heol. DHS. bann, sked. HS. terenn. 2. Kement darvoudenn fizikel lakaet da zamheñvel ouzh ur skin (I 1). Skinoù gamma, skinoù X. III. KORF. Askorn hir ha tev, zo lechiet war an tu a-raok d'ar c'har, dirak ar spilhenn.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

skin

1732
Daveenn : GReg pg charrette (rayons, ou, rais, qui joignent les jantes & le moyeu)

skinoù

1732
Daveenn : GReg pg charrette (rayons, ou, rais, qui joignent les jantes & le moyeu)

skinioù

1850
Daveenn : GON.II pg skîn (rayon en général, mais plus particulièrement en parlant d'une roue, d'un champ labouré, etc. Pl.)

skinoù

1850
Daveenn : GON.II pg skîn (rayon en général, mais plus particulièrement en parlant d'une roue, d'un champ labouré, etc. Pl.)

skin

1850
Daveenn : GON.II pg empren, pg skîn (rayon en général, mais plus particulièrement en parlant d'une roue, d'un champ labouré, etc.)

An daouzek plac’h, kaer o devoe kregiñ e skinoù ar rodoù hag en em deurel e penn ar c’hezeg, a voe aner dezho strivañ da zerc’hel ar c’harr war an aod.

1924
Daveenn : SKET.II p.38

A-benn ur pennadig e krogas ar volz iskis-se da zislivañ a-dammoù : treiñ a reas da vezañ mouk, ha damc’hlas evel ul lutig dare da vervel, met kerkent-all e flamminas adarre, gell-alaouret an dro-mañ gant bannoù a bep seurt liv hag a bep seurt stumm en he c’hreiz, gwech o vont en-dro evel skinoù ur rod karr, gwech strinket gant herr d’an nec’h, biroù tan o paouez bezañ diwareget, pe o kouezhañ goustadik er mor, hervez ma ra ar gwabriol e-kerz [e-kerzh] an hañv.

1954
Daveenn : VAZA p.173

Ur pennadig goude e tiflukas an heol a-douez ar c'houmoul, hag e voe beuzet ar weledigezh en e skinoù.

1985
Daveenn : DGBD p142

Kuit a c'houzañv bemdez ivez saotradur ar skinoù, ar mogedoù, an elfennoù noazhus [noazus].

2015
Daveenn : DISENT p10

Ofis publik ar brezhoneg