1. Tachenn gounezet gant ul labourer-douar, gant ur mager chatal.
Bezañ perc'henn d'un atant. Delc'her, ren un atant. Bezañ e penn un atant. Degas gwellaennoù war un atant. Un atant a zaou-ugent devezh-arat.
HS. feurm, koumanant, merouri, plas, tiegezh.
&
Atant-arnodiñ : atant ma c'hounezer gouennadoù nevez, ma arnoder doareoù labourat nevez.
&
Atant-skol : ma stummer an danvez gounideien.
2. Ent strizh
Ti-annez ur gounideg hag ar savadurioù zo tro-dro dezhañ.
3. Atant-mor : magerezh pesked-mor.
Evitañ da glevet petra voa komz Yann Dieg / O kaout en e atant tamall, rebech, abeg, / Ne lavare netra, / Nemet c'hoarzhin ne rae, / O krediñ e rankche derc'hel e goumanant.
Evit-han da glevet petra voa komz Iann-diek / O kaout enn he atant tamall, rebech, abek, / Ne lavare netra, / Nemet c'hoarzin ne rea, / O kredi e rankche derc'hel he goumanant.
1867
Référence :
MGK
p87-88
« Red eo din-me gouzout petra deu da vezañ, / Daoust ha dioc'h e atant en deus gallet bevañ ?
» Red eo d'in-me gouzout petra deu da veza, / » Daoust ha dioc'h he atant en deuz gallet beva ?
1867
Référence :
MGK
p91
atant
1931
Référence :
VALL
pg (exploitation) agricole (propriété ou ferme)