I.
Str.
1. Tammoùigoù didroc'het eus un tamm koad.
Strakal a ra ar skolp kistin en tan.
[1950] Bleñchoù ha skolpoù dindan ar pod, ur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’hwezh an tan.
2. Soul tennet diouzh an douar.
II.
G.
Tamm diframmet diouzh ur c'horf kalet.
Tarzhet eo ar werenn-dal e skolpoù. Dismantret eo an trevadoù gant skolpoù an obuzoù.
Bleñchoù ha skolpoù dindan ar pod, ur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’hwezh an tan. Ken… poudoudoum ! Pêr a zo savet e gilhoù d’an nec’h e benn en traoñ, hag eñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den.
Bleñchou ha skolpou dindan ar pod, eur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’houez an tan. Ken… poudoudoum ! Per a zo savet e gilhou d’an nec’h e benn en traon, hag heñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den.
1950
Référence :
KBSA
p.68
Ar vartezeadenn nemeti a c'hellan da ober eo e vije ul labour bennak da gas da benn met ar pezh a zeu da-heul a laka ma rakwel da vont e skolp.