I.
1. Evn-preizh deiz bras eus kerentiad an Accipitridae a arouezer meur a spesad gant e anv.
2. Skoul-korz : ar spesad Circus aeruginosus, anezhañ un evn gell-rous e bluñv, annezet tost d'al lec'hioù dourek, en em vag diwar grignerien bihan hag evned dour yaouank, raned ha pesked gwezhavez.
&
Skoul louet : ar spesad Circus cyaneus, anezhañ un evn glas-louet e bluñv, war-bouez beg du e zivaskell hag e gof gwenn, annezet en tachennoù dizolo, en em vag diwar grignerien bihan hag evned yaouank.
&
Skoul gwenn : ar spesad Circus macrourus, anezhañ un evn gwenn e bluñv, teñvaloc'h e gein, du beg e zivaskell, annezet en tachennoù dizolo, hag en em vag diwar grignerien, evned, amprevaned ha stlejviled.
&
Skoul glas : ar spesad Circus pygargus, anezhañ un evn louet-ludu pluñv e gein, gwenn e gof, du beg e zivaskell, annezet er pradoù ha tro-dro d'ar geunioù, hag en em vag diwar evned ha krignerien hepken.
3. Dre ast.
Boud mojennel a reer anv anezhañ evit spontañ ar vugale disent.
Mar n'out ket fur e vi tapet gant ar skoul.
HS. barbaou, waoñ (du).
II.
Trl. skeud.
Mont gant ar skoul : talvezout da netra.
Den na c'hallo lavaret eo aet ma devezh gant ar skoul.
&
Bezañ treut evel ur skoul : bezañ treut-kenañ.
&
Kaout ur fri skoul : kaout ur fri kromm.
Référence :
GON.II
pg skoul (il a le nez aquilin).
skoul
1850
Référence :
GON.II
p.18 (milan), pg skoul (milan ou écoufle, oiseau de proie).
skouled
1850
Référence :
GON.II
p.18 (des milans), pg skoul (milan ou écoufle, oiseau de proie. Pl.)
Gwelout a raen ivez koadoù al Losked, Milin ar C'hoad ha Kistinig leun a a neizhioù pig, kegin, skoul, sparfell, moualc'h, turzhunell, koulm, bondrask ha gwiñver.
Gwelout a raen ivez koadou al Losket, Milin ar C'hoad ha Kistinig leun a a neiziou pig, kegin, skoul, sparfell, moualc'h, turzunell, koulm, bondrask ha gwiñver.
1929
Référence :
SVBV
p.15
fri skoul
1931
Référence :
VALL
pg (nez) aquilin
Note d'étude
Skrivañ a reas Kervarker e GON.II e veze kavet "skoul" er c'heriaoueg eus an IXvet kantved.