Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Evn-preizh deiz bras eus kerentiad an Accipitridae a arouezer meur a spesad gant e anv. 2. Skoul-korz : ar spesad Circus aeruginosus, anezhañ un evn gell-rous e bluñv, annezet tost d'al lec'hioù dourek, en em vag diwar grignerien bihan hag evned dour yaouank, raned ha pesked gwezhavez. & Skoul louet : ar spesad Circus cyaneus, anezhañ un evn glas-louet e bluñv, war-bouez beg du e zivaskell hag e gof gwenn, annezet en tachennoù dizolo, en em vag diwar grignerien bihan hag evned yaouank. & Skoul gwenn : ar spesad Circus macrourus, anezhañ un evn gwenn e bluñv, teñvaloc'h e gein, du beg e zivaskell, annezet en tachennoù dizolo, hag en em vag diwar grignerien, evned, amprevaned ha stlejviled. & Skoul glas : ar spesad Circus pygargus, anezhañ un evn louet-ludu pluñv e gein, gwenn e gof, du beg e zivaskell, annezet er pradoù ha tro-dro d'ar geunioù, hag en em vag diwar evned ha krignerien hepken. 3. Dre ast. Boud mojennel a reer anv anezhañ evit spontañ ar vugale disent. Mar n'out ket fur e vi tapet gant ar skoul. HS. barbaou, waoñ (du). II. Trl. skeud. Mont gant ar skoul : talvezout da netra. Den na c'hallo lavaret eo aet ma devezh gant ar skoul. & Bezañ treut evel ur skoul : bezañ treut-kenañ. & Kaout ur fri skoul : kaout ur fri kromm.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

skoul

1499
Daveenn : LVBCA p185

skoul

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Milan

skoul

1699
Daveenn : Har. pg skoul

ur fri skoul en deus

1850
Daveenn : GON.II pg skoul

skouled

1850
Daveenn : GON.II p.18, livre premier, "des milans".

skoul

1850
Daveenn : GON.II p.18, livre premier, "milan".

skoul

1850
Daveenn : GON.II pg skoul

skouled

1850
Daveenn : GON.II pg skoul

Gwelout a raen ivez koadoù al Losked, Milin ar C'hoad ha Kistinig leun a a neizhioù pig, kegin, skoul, sparfell, moualc'h, turzhunell, koulm, bondrask ha gwiñver.

1929
Daveenn : SVBV p.15

fri skoul

1931
Daveenn : VALL pg (nez) aquilin

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial