Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
4
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Ober ur skoulm (I A). Sachañ war daou benn ar c'hevre evit skoulmañ anezhañ. [1954] Ya, ya, met hep gouzout din edo er mare-se end-eeun va zonkadur o skoulmañ evidon e Brest un nask hag a chomje stag da viken. [1955] [...] ha mont va-unan-penn da glask arc'hant, sed aze war a greden poaniusañ truach er bed-mañ, kerkoulz evit ar paour oc’h astenn e zorn hag evit egile o skoulmañ lasoù e yalc’h [...]. 2. Dre heveleb. (db. an daouarn) Kregiñ an eil en egile. En em vodañ ha skoulmañ o daouarn da ober ur chadenn. DHS. juntañ. HS. eren, liammañ, stagañ. B. Dre skeud. 1. Lakaat da glotañ gant (ur raktres dispign). Ha kavet e vo an arc'hant a vank evit skoulmañ dispignoù ar vro ? & Ent krenn En em dennañ e-keñver arc'hant. Sevel tailhoù nevez a rankont a-benn gallout skoulmañ. & Trl. Skoulmañ, skoulmañ ganti, skoulmañ an daou benn : en em dennañ e-keñver arc'hant; kaout peadra a-benn pourchas udb. a-nevez. Kalz a dud o deus mil boan o skoulmañ an daou benn. [1954] Na Soaz Sapeur, rak tremen bec’h he deveze o skoulmañ ganti, na va zad, mevel e ti ur mezeg a roe dezhañ ugent lur er miz, kristen ebet ne oa e-tailh da reiñ din ar skoazell am boa ezhomm diouti. 2. Skoulmañ anezhi : ober afer ha, dre ast., dimeziñ. Ret e vo dit mont da skoulmañ anezhi. 3. Sevel liammoù etre div gostezenn. Skoulmañ mignoniezh gant ur Breizhad yaouank. Kaset e voe evel kannad da skoulmañ ar peoc'h. II. V.g. 1. (db. an traoù a lavarer, ar respontoù a reer; e frazennoù nac'h prl.) Bezañ a-walc'h. Re verr e skoulm an holl respontoù-se ; hini anezho ne dap : re just eo ar respontoù-se. DHS. spiriñ, tapout, tizhout. 2. (db. an hentoù, ar stêrioù, an dour) En em gavout, dont d'en em unaniñ. Skoulmañ a ra an dour war an hent. HS. kejañ.

Exemples historiques : 
26
Masquer la liste des exemples

koulmañ

1499
Référence : LVBCA p123 (neuer, ou enlacier)

koulmañ adarre

1659
Référence : LDJM.1 pg renouer

koulmañ

1659
Référence : LDJM.1 pg nouer

koulmañ, skoulmañ an akuilhetenn

1732
Référence : GReg pg (noüer l') éguilette

koulmiñ

1850
Référence : GON.II pg koulma (Nouer, faire un nœud, lier en faisant un nœud. Quelques uns prononcent "skoulma". En Vannes, "klomein").

skoulmañ

1850
Référence : GON.II.HV pg skoulma (voyez "koulma"), pg koulma (Nouer, faire un nœud, lier en faisant un nœud. Quelques uns prononcent "skoulma").

koulmañ

1850
Référence : GON.II.HV pg skoulma, pg koulma (Nouer, faire un nœud, lier en faisant un nœud).

Koulmit an neud-mañ.

1850
Référence : GON.II pg koulma (Nouez ce fil).

Ma vije koanteri kar tost da vadelezh, / Warc'hoazh[,] kentañ rafen [eo] skoulm ar briedelezh.

1867
Référence : MGK p74

P’am boe koulmet mat va c’hordenn ha graet enni ur c’houlm-par, e lakis va fuzuilh en-dro d’am divskoaz, a-dreñv va c’hein.

1878
Référence : EKG.II p.133

koulmañ

1909
Référence : BROU P. 214 ([ober eur c'hleo, eun hanter-klèo] n'est pas synonyme de koulma, qui suppose jonction de deux bouts)

Diwiskañ buan o gourizioù aour, o skerboù lin hag o holl kinkladurioù a rejont, hag o lakaat en ul lienenn ma skoulmjont warno ar pevar c’horn anezhi.

1923
Référence : SKET p.108

Bilzig (ankouaet hoc’h eus-hu ?), keit ha ma oa bet o redek ar pardonioù, en devoa disket gant ar ganfarded all skoulmañ lasoù orjal, evit tizhout gad pe c’honifl.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

Sioulik ’ta e skoulmas pemp las orjal en penn ar wenojennigoù a ziskenne eus ar c’hoad war an traezh.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

Stignañ rouedoù a reont eus an eil menez d’egile, koulma geotennoù, toullañ trapedoù, enaouiñ tantadoù a geuneud glas ha gwall louzeier da sevel ur moged du, tev, mougus ha flaerius.

1924
Référence : SKET.II p.51

n'on ket evit skoulmañ ganti

1931
Référence : VALL pg (je ne puis joindre les deux) bout(s)

Hugunoded e oa e hendadoù ; aet da chom da Iwerzhon, o doa skoulmet priedelezhoù gant merc'hed eus ar vro ; gwad gouezel a vere ur bannac'h anezhañ en e wazhied.

1944
Référence : EURW.1 p68

War e veno, p'en doa ur paotr bras c'hoant da skoulmañ mignoniezh gant ur paotr bihan e oa riskl a bec'hed marvel, rak : Spiritus fortis est, sed caro debilis.

1944
Référence : EURW.1 p50

Nag a bed gwech omp bet ni, ar re gentañ o skoulmañ darempred gant Breizh-Veur, anvet "trubarded" e kazetennoù ruz ar mare-se...

1944
Référence : EURW.1 p.187

Plegioù ‘dreñv ar gapotenn a ranke bezañ par ; unan a sache warno keit ha ma skoulmec’h ho kouriz.

1944
Référence : EURW.1 p.195

- Biken, emezañ evel o komz dezhañ e-unan, n'em bezo aotre digant an Tad-Mestr da skoulmañ ar seurt kengarantez ganeoc'h.

1949
Référence : SIZH p.49

Ne selle ket berr ouzh an ampez fererezed gwechall (1) ha war a gredan n’eus plankenn ebet reutoc’h pe galetoc’h eget krepez va c’henvroiz a skoulme en o c’herc’henn ur gravatenn seiz du, ken moan war vete [war-vete] nebeut hag ul las botez.

1954
Référence : VAZA p.30

Na Soaz Sapeur, rak tremen bec’h he deveze o skoulmañ ganti, na va zad, mevel e ti ur mezeg a roe dezhañ ugent lur er miz, kristen ebet ne oa e-tailh da reiñ din ar skoazell am boa ezhomm diouti.

1954
Référence : VAZA p.72-73

Ya, ya, met hep gouzout din edo er mare-se end-eeun va zonkadur o skoulmañ evidon e Brest un nask hag a chomje stag da viken.

1954
Référence : VAZA p.176

Aet e oa da anaon an Aotrou Hamon, rener kloerdi bihan Landreger. Gwazh a se din ! rak skoazellet e vijen bet gantañ evel gwechall pa oan kloareg dindan e veli, ha mont va-unan[-]penn da glask arc'hant, sed aze war a greden poaniusañ truach er bed-mañ, kerkoulz evit ar paour oc’h astenn e zorn hag evit egile o skoulmañ lasoù e yalc’h, rak hervez ma tistage va zad-kozh Biz Kamm : Neb en deus en deus, / Ha neb n’en deus ket a sell a-dreuz.

1955
Référence : VBRU p.8

Paeañ a ran ma lodenn da'm zud ha skoulmañ a ran ganti.

2015
Référence : EHPEA p94

L'Office public de la langue bretonne