I.
A.
Gweadenn strizh un dra wevn - kordenn, neudenn, h.a. - pe veur a hini, aozet e doare ma teuy da vezañ seul startoc'h ma bez sachet war an daou benn anezhañ.
Ober ur skoulm. Digeriñ ur skoulm : e zizober. Gant ur skoulm e vo trawalc'h.
&
(doareoù skoulmoù)
Ur skoulm dall, krenn, prenn, daoubennek, red, war red, kador, buoc'h, par, riskl.
B. Dre skeud.
1. (db. an dud)
Skoulm yod : genaoueg.
2. Kraf a laka ub. diaes.
Eno emañ ar skoulm.
HS. dalc'h, mudurun.
3. Dre eilp.
Diskoulm.
Kavet en deus ar skoulm.
4. Trl. skeud.
Ober ur skoulm war e deod : tevel.
&
Bezañ leun betek ar skoulm : bezañ leun-tre.
Leun e oa e gof betek ar skoulm.
&
Bezañ faezh betek skoulm e ene : bezañ tremen faezh.
II.
MERDEAD.
Unanenn dizh ar bigi, zo 1852 metr an eur.
Ar vag-se a ya dek skoulm.
III.
(db. ar plant)
1. Lec'h, e garenn ur blantenn, ma sav un delienn.
Gwechall ne veze ket troc'het an ed ken na veze sec'h ar skoulmoù. Skoulmoù plouz.
&
Trl. skeud.
Dont, mont war skoulmoù balan, war skoulmoù plouz kerc'h : mont en un afer n'eur ket sur da c'hounit tra enni.
Hennezh ne zeu ket aze war skoulmoù balan : mard eo deuet eo dre ma oar ez eus gounid da gaout.
2. Lec'h, en ur wezenn, ma teu ar gwiennoù d'en em luziañ, oc'h ober bosoù er ruskenn.
DHS. ulmenn.
IV.
Termen a ya da sevel troiennoù estlammañ.
Skoulm yod ! me zo bet tost da zek vloaz eno ! Mil skoulm yod ! ma ne garit ket digor ez eomp da vountañ an nor.
Référence :
GON.II
pg koulm (Nœud, enlacement fait de quelque chose de pliant, comme fil, corde, ruban, etc. Quelques-uns prononcent "skoulm"), skoulm
Ar piltrotig krigner, ar razh lesanvet-mat, / Heñchet gant ar goulm wenn, / E zent 'vel un heskenn, / A droc'h lemm treuz-didreuz skoulmoù krenn ar wiad.
Ar piltrotik krigner, ar raz leshanvet mad, / Hinchet gant ar goulm wenn, / He zent 'vel eunn eskenn, / A drouc'h lemm treuz-didreuz skoulmou krenn ar viad.
1867
Référence :
MGK
p48
Perak emañ 'l lezenn, / E ve ret da zaou zen / Hag a zo reuzeudik an eil gant egile, / En em gasa gwashoc'h evit ar c'hi ar c'hazh, / Evel fust ha gwalenn / O sachañ a bep tu, noz ha deiz en em lazh ; / Ya, perak m'er goulenn, / Ne c'hellfent ket terriñ pe droc'ha ar skoulm-se, / Bezañ vak anezho hag eürus adarre ?
Perak ema 'l lezen, / E ve red da zaou zen / Hag a zo reuzeudik ann eil gant egile, / En em gasa gwasoc'h evit ar c'hi ar c'haz, / Evel fust ha gwalen / O sacha a bep tu, noz ha deiz en em laz ; / Ia, perak m'her goulenn, / Ne c'hellfent ket terri pe drouc'ha ar skoulm-ze, / Beza vak anezho hag euruz adarre ?
1867
Référence :
MGK
p65
E-pad an hañv, pa veze brav an amzer, an drag er-maez, Saig a ziske d’ar paotr e vicher : ober skoulmoù, spisañ ur penn oser, ur grelink, ur raling, ober ur strop, gwriat ur gouel freget pe he zakoni.
E-pad an hanv, pa vije brao an amzer, an drag er-mêz, Saïg a ziske d’ar pôtr e vicher : ober skoulmou, spisa eur penn oser, eur greling, eur raling (1), ober eur strop, gwriat eur gouel freget pe he zakoni.
1925
Référence :
BILZ2
p.106-107
Diaesoc'h e teu ar skoulm da droc'hañ p'en em gaver dirak anvioù kemeret er bed a-bezh.
1943
Référence :
TNKN
p8
E-keit ha ma 'z eo bet [Pêr an Hir] o komz, en deus gellet hemañ laoskaat ar skloum a zalc'h e zaouarn a-dreñv e gein.
1960
Référence :
PETO
p50
Note d'étude
S.o. fichenn an termen "koulm" (anv-kadarn gourel).