Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. Gweadenn strizh un dra wevn - kordenn, neudenn, h.a. - pe veur a hini, aozet e doare ma teuy da vezañ seul startoc'h ma bez sachet war an daou benn anezhañ. Ober ur skoulm. Digeriñ ur skoulm : e zizober. Gant ur skoulm e vo trawalc'h. & (doareoù skoulmoù) Ur skoulm dall, krenn, prenn, daoubennek, red, war red, kador, buoc'h, par, riskl. B. Dre skeud. 1. (db. an dud) Skoulm yod : genaoueg. 2. Kraf a laka ub. diaes. Eno emañ ar skoulm. HS. dalc'h, mudurun. 3. Dre eilp. Diskoulm. Kavet en deus ar skoulm. 4. Trl. skeud. Ober ur skoulm war e deod : tevel. & Bezañ leun betek ar skoulm : bezañ leun-tre. Leun e oa e gof betek ar skoulm. & Bezañ faezh betek skoulm e ene : bezañ tremen faezh. II. MERDEAD. Unanenn dizh ar bigi, zo 1852 metr an eur. Ar vag-se a ya dek skoulm. III. (db. ar plant) 1. Lec'h, e garenn ur blantenn, ma sav un delienn. Gwechall ne veze ket troc'het an ed ken na veze sec'h ar skoulmoù. Skoulmoù plouz. & Trl. skeud. Dont, mont war skoulmoù balan, war skoulmoù plouz kerc'h : mont en un afer n'eur ket sur da c'hounit tra enni. Hennezh ne zeu ket aze war skoulmoù balan : mard eo deuet eo dre ma oar ez eus gounid da gaout. 2. Lec'h, en ur wezenn, ma teu ar gwiennoù d'en em luziañ, oc'h ober bosoù er ruskenn. DHS. ulmenn. IV. Termen a ya da sevel troiennoù estlammañ. Skoulm yod ! me zo bet tost da zek vloaz eno ! Mil skoulm yod ! ma ne garit ket digor ez eomp da vountañ an nor.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

skoulm

1850
Daveenn : GON.II pg koulm, skoulm

Ar piltrotig krigner, ar razh lesanvet-mat, / Heñchet gant ar goulm wenn, / E zent 'vel un heskenn, / A droc'h lemm treuz-didreuz skoulmoù krenn ar wiad.

1867
Daveenn : MGK p48

Perak emañ 'l lezenn, / E ve ret da zaou zen / Hag a zo reuzeudik an eil gant egile, / En em gasa gwashoc'h evit ar c'hi ar c'hazh, / Evel fust ha gwalenn / O sachañ a bep tu, noz ha deiz en em lazh ; / Ya, perak m'er goulenn, / Ne c'hellfent ket terriñ pe droc'ha ar skoulm-se, / Bezañ vak anezho hag eürus adarre ?

1867
Daveenn : MGK p65

E-pad an hañv, pa veze brav an amzer, an drag er-maez, Saig a ziske d’ar paotr e vicher : ober skoulmoù, spisañ ur penn oser, ur grelink, ur raling, ober ur strop, gwriat ur gouel freget pe he zakoni.

1925
Daveenn : BILZ2 p.106-107

Diaesoc'h e teu ar skoulm da droc'hañ p'en em gaver dirak anvioù kemeret er bed a-bezh.

1943
Daveenn : TNKN p8

E-keit ha ma 'z eo bet [Pêr an Hir] o komz, en deus gellet hemañ laoskaat ar skloum a zalc'h e zaouarn a-dreñv e gein.

1960
Daveenn : PETO p50

Notennoù studi

S.o. fichenn an termen "koulm" (anv-kadarn gourel).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial