Neuze e tirollas Ivonañ gozh da skrignal, met tevel a reas a-daol[-]trumm ; edo o paouez mervel en ur c'hoarzhin.
Skrap a veze zoken war hor gwazed ; e pep tro-gorn, war gement bank al leurioù kêr, hag evel-just war doull-dor an ostalerioù tost ouzh ar c’hae, e pep lec’h en ur ger, e weled Yann vartolod, ruz e gribenn, gant div pe deir maouez yaouank e[n]-dro dezhañ hag an holl vagad o skrignal ken ma skloke ar straed ganto.
Ac’hanta, e-lec’h tagañ gant ar gounnar, e ris ur c’hofad skrignal gant Soaz Sapeur kerkent hag erru er gêr : « Mamm gozh, emezon, heñvel on ouzh ar c’houer o c’hortoz e gazeg d’halañ, hag e-keit m’edo o soñjal : « Na kaerat ebeul am bo bremaik ! » ne laoskas al loen paour nemet ur pezh pikol bramm. »
Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat [sic, vad] ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro : « Va zad paour, emezon, heñvel oc’h ouzh ur maen-bez na lenner warnañ nemet gevier ha gevier. Ar c’hazh Bichegan ’ta an hini eo ez on bet flatret gantañ ! »
Gallout a raen klevout e zent o skrignal gant e javedoù dargrezet.
Anavezet 'm eus kalz Gallaoued, a lavare Thomas en ur skrignal, ha kalz merc'hed gall.
Mots précédents
Mots suivants
skrigneg