Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. 1. (db. an dud) Skrignal e zent : ober trouz gant e zent dre o frotañ an eil ouzh egile. Skrignal a rae e zent en noz-mañ ken e oan prest da sodiñ ouzh e glevet. Skrignet o deus o dent ouzhoc'h. 2. (db. ar chas) Skrignal e zent : diskouez e zent en ur ginnig dantañ. [1924] En-dro d’ar giez e rode, e rede, e lamme, e harzhe, e kroze hag a skrigne o dent paotred divergont-meurbet, chas gouez hir ha lemm o dent [...]. II. V.g. 1. C'hoarzhin en un doare hegazus, faeüs. [1954] Neuze e tirollas Ivonañ gozh da skrignal, met tevel a reas a-daol-trumm ; edo o paouez mervel en ur c'hoarzhin. [1954] A-zruilhadoù e tirede ar saverien o fri d'ar gousperoù war-zigarez skrignal hag ober goap. [1955] Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro[.] 2. Dre skeud. (db. an traoù) Trouzal en ur rimiañ an eil ouzh egile. DHS. gwigourat.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

skrignal an dent

1659
Daveenn : LDJM.1 pg craquer (des dents)

skrignal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sourire

skrignet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sourire

skrign

1850
Daveenn : GON.II pg grigoñsa, pg skriña (grincer les dents, les serrer les unes contre les autres. rire en montrant les dents).

skrignet

1850
Daveenn : GON.II pg skriña (grincer les dents, les serrer les unes contre les autres. rire en montrant les dents. Part.)

— Eo, un Doue a zo, eme an aotrou kozh, o skrignal e zent, rak anez ne c’helljen ket kaout kement a zrouk outañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.61

A-benn ur pennadig hent e voe klevet an hini kozh o c’hrozmolat, o skrigna[l] e zent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.61

Hemañ, va mamm, a astenn e c’hinou betek e zivskouarn, a skrign e zent hag a lugern e zaoulagad evel daou gef-tan ; treut eo evel ur vazh, hag e zilhad a zo r[o]get ha leun-bri.

1877
Daveenn : EKG.I. p.149

En-dro d’ar giez e rode, e rede, e lamme, e harzhe, e kroze hag a skrigne o dent paotred divergont-meurbet, chas gouez hir ha lemm o dent, hag evit ur c’hwezhadennig en devoa tañvaet deus ar giez !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1029 (Gouere-Eost 1924)

Neuze e tirollas Ivonañ gozh da skrignal, met tevel a reas a-daol[-]trumm ; edo o paouez mervel en ur c'hoarzhin.

1954
Daveenn : VAZA p.13

A-zruilhadoù e tirede ar saverien-o-fri d'ar gousperoù war-zigarez skrignal hag ober goap.

1954
Daveenn : VAZA p.23

Skrap a veze zoken war hor gwazed ; e pep tro-gorn, war gement bank al leurioù kêr, hag evel-just war doull-dor an ostalerioù tost ouzh ar c’hae, e pep lec’h en ur ger, e weled Yann vartolod, ruz e gribenn, gant div pe deir maouez yaouank e[n]-dro dezhañ hag an holl vagad o skrignal ken ma skloke ar straed ganto.

1954
Daveenn : VAZA p.170

Aon am beze zoken rak an urupailhoù-se na baouezent ket da valbouziñ, da skrignal pe da zifronkañ, ha d’ober buhez d’o laoù en ur gammañ o genou gwashoc’h eget marmouzed.

1954
Daveenn : VAZA p.55

Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro : « Va zad paour, emezon, heñvel oc’h ouzh ur maen-bez na lenner warnañ nemet gevier ha gevier. Ar c’hazh Bichegan ’ta an hini eo ez on bet flatret gantañ ! »

1955
Daveenn : VBRU p.7

Gallout a raen klevout e zent o skrignal gant e javedoù dargrezet.

2012
Daveenn : DJHMH p. 86

Anavezet 'm eus kalz Gallaoued, a lavare Thomas en ur skrignal, ha kalz merc'hed gall.

2023
Daveenn : DREAM p.35

Ofis publik ar brezhoneg