I.
G.
A. (db. an dud)
1. Skrijadenn (I 1).
2. Tra skrijus, euzhus.
E zremm a oa ur skrij da welet, treut evel an Ankoù.
&
Trl.
Ur skrij eo gwelet, klevet, lenn, soñjal : skrijus eo gwelet, klevet, lenn, soñjal. Ur skrij eo soñjal en defe harzet ouzh ur seurt pinijenn. Ur skrij e oa gwelet pegen drouklivet e oa deuet da vezañ. Ur skrij hag un druez e oa gwelet kement-se.
3. Kriadenn.
Teuler a reas e skrij diwar lein ar menez.
B. (db. al loened)
Mouezh kaouenned zo.
II.
H.g.
1. Euzh.
Ar weledigezh-se a roas spont ha skrij d'an holl.
2. Trl.
Skrij eo gwelet, klevet, lenn, soñjal : skrijus eo gwelet, klevet, lenn, soñjal. Skrij eo lenn ar pezh a lavaront. Skrij eo e glevet.
3. Skrijadennoù (I 2) meur a hini.
Skrij a oa gant ar vugale.