Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. A. (db. an dud) 1. Skrijadenn (I 1). 2. Tra skrijus, euzhus. E zremm a oa ur skrij da welet, treut evel an Ankoù. & Trl. Ur skrij eo gwelet, klevet, lenn, soñjal : skrijus eo gwelet, klevet, lenn, soñjal. Ur skrij eo soñjal en defe harzet ouzh ur seurt pinijenn. Ur skrij e oa gwelet pegen drouklivet e oa deuet da vezañ. Ur skrij hag un druez e oa gwelet kement-se. 3. Kriadenn. Teuler a reas e skrij diwar lein ar menez. B. (db. al loened) Mouezh kaouenned zo. II. H.g. 1. Euzh. Ar weledigezh-se a roas spont ha skrij d'an holl. 2. Trl. Skrij eo gwelet, klevet, lenn, soñjal : skrijus eo gwelet, klevet, lenn, soñjal. Skrij eo lenn ar pezh a lavaront. Skrij eo e glevet. 3. Skrijadennoù (I 2) meur a hini. Skrij a oa gant ar vugale.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

skrij

1732
Daveenn : GReg pg fremissement (tremblement, Van.)

Skrij ar bleiz hag eurc’h an arzh a vez eilet eno gant yud al leon melen-gell hag an tigr brizhroudennek.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

Eñ hag a yae skrijoù en e gorf a-bezh, ken ouzh bezañ herlinket gant ur paotr all !...

1949
Daveenn : SIZH p.56

'Lies vo du da staon / Gant ar sec'hed, an naon, / Da gerc'henn barr gant skrij hag aon / Da galon sempl spouronet-holl.

1960
Daveenn : PETO p21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial