1. (db. an amprevaned)
Grilh (I 1, 2).
&
Trl. skeud.
Tapout skrilhed gant bazh ar yod : ober ul labour null.
An dra-se n'eo ket tapout skrilhed gant bazh ar yod eo avat ! Pebezh pesketadenn he deus graet ma mamm !
2. Dre heveleb. (db. ar c'hresteneged)
Skrilh, skrilh-avel : legestr yaouank.
3. Doar.
Dre skeud. (db. an dud)
Treut, iziliet-munut.
Hemañ zo skrilh evel e dad.
Référence :
GReg
pg grillon (grillet, ou grillot, petite insecte de cheminée, qui chante la nuit)
skrilhed
scrilhed
1732
Référence :
GReg
pg grillon (grillet, ou grillot, petite insecte de cheminée, qui chante la nuit, p.)
skrilh
skrîl
1850
Référence :
GON.II
pg gril (grillon, petit insecte des champs et des cheminées. [...] Quelques-uns prononcent "skrîl").
skrilh
skril
1850
Référence :
GON.II
pg skril (voyez "gril").
Dre-se, n’int nepred na teñval, na moredus, na tavedek, hogen, en enep, heoliet-mat ha leun, e-doug an hañv, a vouderezh skrilhed ha geiz evned.
Dre-ze, n’int nepred na tenval, na moredus, na tavedek, hogen, en eneb, heoliet-mat ha leun, e-doug an hanv, a vouderez skrilhed ha geiz evned.
1923
Référence :
SKET
p.95
Fall-daonet e veze an amzer er goañv-se, glav pe erc’h a rae bemdez Doue ha menel a raen ar peurliesañ da luduiñ e korn an oaled, o selaou kanaouenn ar skrilhed ha trouzig fentus ar sabr o virviñ e penn ar c’hefoù skav hanter suilhet, rak ne vezen ket an dro-mañ douget d’al levenez.
Fall daonet e veze an amzer er goañv-se, glav pe erc’h a rae bemdeiz Doue ha menel a raen ar peurliesañ da luduiñ e korn an oaled, o selaou kanaouenn ar skrilhed ha trouzig fentus ar sabr o virviñ e penn ar c’hefoù skav hanter suilhet, rak ne vezen ket an dro-mañ douget d’al levenez.