Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Doar./Stn. A laka da skrijañ. Lazhañ an dud zo un torfed skrijus. Gouzañvet en deus poanioù skrijus. [1877] Ne weled nemet skeiñ a-gleiz hag a-zehoù, ha skrijus e oa gwelet hiniennoù o rankout lakaat o zroad war gorre ar soudard mac’hagnet evit tennañ e forc’h pe e falc’h er-maez eus e gorf. [1878] Distreiñ a ris, izelaat a ris va gouloù, plegañ a ris va fenn da sellet... hag e laoskis ur griadenn, ur griadenn skrijus !... [1954] [...] gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz. [2012] Tost bloaz war-lerc'h, e miz Here 18--, e voe spontet kêr London a-bezh gant ur muntr skrijus. 2. Adv. En un doare a laka da skrijañ. Ma merc'h zo bet gwallgaset skrijus ganto.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

skrijus

1732
Référence : GReg pg fremir (Qui fait fremir.)

skrijus

1850
Référence : GON.II.HV pg triviuz

skrijus

1850
Référence : GON.II pg skrijuz (qui fait frémir, tressaillir).

Un dra skrijus eo.

1850
Référence : GON.II pg skrijuz (c'est une chose qui fait frémir).

Bremaik ur gazeg-koad war ul labous bennak skrijus a c'halve poan.

1867
Référence : MGK p17

Ne weled nemet skeiñ a-gleiz hag a-zehoù, ha skrijus e oa gwelet hiniennoù o rankout lakaat o zroad war gorre ar soudard mac’hagnet evit tennañ e forc’h pe e falc’h er-maez eus e gorf.

1877
Référence : EKG.I. p.283

Koulskoude ne lavaran ket deoc’h kement tra fall o deus graet. Evel-se n’em eus lavaret ger ebet deoc’h eus an dra skrijus a reas e Konk-Leon an Arme noar am eus komzet anezhi deoc’h el lodenn gentañ eus va istor.

1878
Référence : EKG.II p.184

Distreiñ a ris, izelaat a ris va gouloù, plegañ a ris va fenn da sellet... hag e laoskis ur griadenn, ur griadenn skrijus !...

1878
Référence : EKG.II p.52

skrijus

1909
Référence : BROU p. 419 (qui fait frémir)

Edon ’ta o lenn er gwasked war ar pont pa stagas a-greiz-holl an oabl da gaoulediñ : « Dal ’ta, emezon, daoust ha keloù glav a vefe gant an amzer ? » ha me em sav, e-sell da ziskenn gant an diri war du va gwele, pa spurmantis er pellder, a-rez an dremmwel, un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv : gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz.

1954
Référence : VAZA p.172

Hanter-kant vloaz goude, lavaret e voe din kement-mañ gant ur c’hoarierez dispar, Marc’harid Moreno, e burev va c’heneil Loeiz Jouvet (Doue d’o fardono o-daou !) : « Dleout a raen displegañ du-hont ar Bedenn war Gorre-kêr gant Renan, met pa grogis d’ober diouzh va micher, e tarzhas e-dro din ur safar ken skrijus ma rankis paouez gant aon rak semplañ.

1954
Référence : VAZA p.58

Bezit dinec’h, mar doc’h a-du ganin trubuilh ebet n’ho po, me a c’houlenno aotre digant ar c’homandant hag an Aotrou Farigoul, ha mar degouezh deoc’h kavout ur skoilh bennak war hoc’h hent, deuit raktal d’am bete ha da neb a garo, emezañ gant e vouezh skrijusañ, e tiskouezin piv a zo mestr amañ ! »

1954
Référence : VAZA p.85

Gwalleur spontus, allas ! allas ! / Darvoud skrijus hag am dallas, / Taolenn euzhus taer o fuilhañ / 'Barzh ma spered d'e strafuilhañ !

1960
Référence : PETO p75

Petra 'c'hoarvezo 'benn arc'hoazh / Da heul ar gwashañ darvoudoù ? / Gant anken vras, skrijus he gloaz, / E sav em c'halon hirvoudoù.

1960
Référence : PETO p29

Tost bloaz war-lerc'h, e miz Here 18--, e voe spontet kêr London a-bezh gant ur muntr skrijus

2012
Référence : DJHMH p36

Arabat kennebeut kontañ war ar fed e teuy atav ar polis da herzel ar stourmerien -dibenn skrijus- rak gallout a ra an dud e karg soñjal ez eus muioc’h a riskloù -evit an dud o-unan, pe war an dachenn bolitikel- ma tibabont mont dre heg.

2015
Référence : DISENT p77

Ac'h Doue, pebezh darvoud skrijus!

2015
Référence : EHPEA p42

L'Office public de la langue bretonne