Pellgargañ ar gerioù kar skrijadeg skrijadenn skrijadennoù skrijadur skrijañ
Edon ’ta o lenn er gwasked war ar pont pa stagas a-greiz-holl an oabl da gaoulediñ : « Dal ’ta, emezon, daoust ha keloù glav a vefe gant an amzer ? » ha me em sav, e-sell da ziskenn gant an diri war du va gwele, pa spurmantis er pellder, a-rez an dremmwel, un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv : gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz.
Hanter-kant vloaz goude, lavaret e voe din kement-mañ gant ur c’hoarierez dispar, Marc’harid Moreno, e burev va c’heneil Loeiz Jouvet (Doue d’o fardono o-daou !) : « Dleout a raen displegañ du-hont ar Bedenn war Gorre-kêr gant Renan, met pa grogis d’ober diouzh va micher, e tarzhas e-dro din ur safar ken skrijus ma rankis paouez gant aon rak semplañ.
Bezit dinec’h, mar doc’h a-du ganin trubuilh ebet n’ho po, me a c’houlenno aotre digant ar c’homandant hag an Aotrou Farigoul, ha mar degouezh deoc’h kavout ur skoilh bennak war hoc’h hent, deuit raktal d’am bete ha da neb a garo, emezañ gant e vouezh skrijusañ, e tiskouezin piv a zo mestr amañ ! »
Tost bloaz war-lerc'h, e miz Here 18--, e voe spontet kêr London a-bezh gant ur muntr skrijus
Arabat kennebeut kontañ war ar fed e teuy atav ar polis da herzel ar stourmerien -dibenn skrijus- rak gallout a ra an dud e karg soñjal ez eus muioc’h a riskloù -evit an dud o-unan, pe war an dachenn bolitikel- ma tibabont mont dre heg.
Ac'h Doue, pebezh darvoud skrijus!
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
skrilh