Télécharger les mots parents diskuizhañ skuizh skuizhadenn skuizhder skuizhus
Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.
Lavarit din ’ta piv a skuizhfe o parañ e selloù war gêr Naplez gant he gwiad straedoù strizh, he ziez o krapal a-serzh adalek traoñ ar porzh betek lein ar menezioù ma spurmanter warno gwez siprez gweet ha krommet gant ar seizh avel war-du an donvor, evel tud a feiz daoubleget da drugarekaat an Aotrou Doue evit kened ur bed en deus bet ar vadelezh da grouiñ.
Kinniget am boa dezhi ar c’hanaouennoù kendoniet gant Bourgault-Ducoudray, rak ne skuizhe ket o selaou danvez he den o tivizout diwar-benn hor sonerezh, hon yezh, hor pobl o stourm e-pad kantvedoù evit mirout he frankiz.
Gand adarreadou e teuer da skuiza (Gant adarreadoù e teuer da skuizhañ)
Kenkent ha ma azez dirak un douchennaoueg hag ur skramm, ne skuizh ket en he flijadur.
Gantañ [feulster an ensavadurioù] e skuizh an nen tamm-ha-tamm, cheñch a ra an darempredoù gant an dud en-dro dezhañ, koulz hag ar mod en deus d'en em welet ha d'en em briziañ, ha diwar-neuze [diwar neuze] e vod da soñjal e[n e] amzer da zont.
Mots précédents
Mots suivants
skuizhded