Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. (db. an dud, ur rann eus ar c'horf) Dont da vezañ skuizh (gant al labour, ur striv, h.a.). Skuizhañ a ra buan. Labourat hep skuizhañ. Skuizhañ a ra ma divesker ouzhin. & Trl. SKUIZHAÑ OC'H OBER UDB., GANT UDB. : dont da vezañ skuizh oc'h ober an dra-se, gant an dra-se. Skuizhañ a reas o vale. Skuizhañ a ran gant an hent. Ne skuizh morse o labourat. B. Dre ast. 1. Kavout ez eur aet re bell oc'h ober an dra-mañ-tra. Ar bobl a skuizhas o welet seurt traoù. Hervez al lizheroù e skuizh an dud gant ar brezel. 2. Kavout ez eus bet re eus udb. Skuizhañ a ra an dud gant an erc'h. 3. Kavout hir e amzer. Ne skuizhen ket ouzh e glevet o kanañ. Skuizhañ a ran o c'hortoz. & Trl. SKUIZHAÑ GANT UB. : kavout hir e amzer gant an den-se. N'eo ket skuizhañ a ran ganeoc'h, met dav eo din mont. HS. enoeiñ. 4. PEMDEZ-TRE (db. an darempredoù rev) Krl. Buanoc'h e skuizh ar freilh eget al leur : buanoc'h e skuizh ar paotr eget ar plac'h. II. V.k.e. 1. Lakaat da vezañ skuizh. Labourat re a skuizh an den. DHS. breviñ. 2. Dre ast. Lakaat (ub.) da gavout hir e amzer. Marteze e skuizhan ma lennerien o kontañ dezho traoù a gavint divlaz. HS. faezhañ, fastañ, heugiñ. 3. GOUNEZ. (db. an douar) Kas druzoni an douar da get. Pa labour pevar bloaz hep teil, skuizhañ a ra e zouar evit pell. III. V. em. EN EM SKUIZHAÑ : dont da vezañ skuizh diwar strivañ re. En aner en em skuizhen. Kollet en doa e benn oc'h en em skuizhañ gant ar studi.

Skouerioù istorel : 
35
Kuzhat roll ar skouerioù

skuizhfe

1499
Daveenn : LVBCA p186 (lasser)

[«] Koñsider penaos emaint ha pa voe komañset ar bed hag ez vezint bede ar fin, sell ouzh an heol hag ar planedoù pere ne sesont nos na dez oz vonet entreze hag oksidant hag ac'hano ouz retorn adarre da oriant, hag evit-se ne skuizhont ket. [»]

1576
Daveenn : Cath p7

skuizh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (s')ennuier, harasser, lasser

skuizhet

1732
Daveenn : GReg pg harasser (pp.)

skuizhiñ

1732
Daveenn : GReg pg harasser (Van.)

skuizh

1732
Daveenn : GReg pg fatiguer (lasser)

skuizhiñ

1732
Daveenn : GReg pg fatiguer (lasser)

skuizhiñ

1732
Daveenn : GReg pg harasser (Van.)

skuizh

1732
Daveenn : GReg pg harasser

an dra-se a skuizho ac'hanoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg skuiza, skouiza

na skuizh ket buan

1850
Daveenn : GON.II pg skuiza, skouiza

skuizhiñ

1850
Daveenn : GON.II pg skuiza, skouiza

Skuizhañ a ra da zivskouarn.

1850
Daveenn : GON.II p.65

Ar pezh a skuizh an holl, eo an amzer fall.

1850
Daveenn : GON.II p.71

skuizh

1850
Daveenn : GON.II pg skouéc'hein, skouic'hein, skouiza, skuiza

skuizhiñ

1850
Daveenn : GON.II pg skouéc'hein, skuiza, skouiza

Ho paotred a skuizhot oc’h o c’has re alies en hent.

1850
Daveenn : GON.II p.68

skuizhiñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skouic'hein

skuizh

1850
Daveenn : GON.II pg skouiza, skuiza

skuizhet

1850
Daveenn : GON.II pg skuiza, skouiza

skouizhet

1850
Daveenn : GON.II pg skuiza, skouiza

An heizez kennebeut ne deu ket da skuizhañ / O terc'hel 'r chaseer war he lerc'h da skarañ, / Evit reiñ d'ar razh amzer / Da dennañ eus ar sac'h ar vaot, warnezhi berr.

1867
Daveenn : MGK p49

En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.

1867
Daveenn : MGK p21

Skuizhañ a reas gantañ, a-barzh ar fin, ar gatoliked vat hag ar chouanted.

1877
Daveenn : EKG.I. p.102

A-benn ur pennad, e skuizhjont hag e lakajont an arched war an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.32

Esa a ris he divarc’hañ en u[l] lakaat va dorn dehoù a-zindani ha va dorn kleiz d’an nec’h. En aner ec’h en em skuizhen, rak an nor a yoa kloz ha ne fiñve tamm ganen.

1878
Daveenn : EKG.II p.120

En dro-mañ avat ne chomis ket d’en em skuizhañ ; gwelet a ris e oa ret din ur skeulig vihan pe ur c’hravazh da nebeutañ evit gellout mont en iliz dre ar prenestr.

1878
Daveenn : EKG.II p.118

A-hend-all, mat eo neveziñ a-wecho[ù] : ar spered a skuizh abred o pleal gant ar memes tra, evel ar c'horf o c'hoiñ bemde[z] ar memes boed.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

D’an iliz, e kuzh, ‘c’ha e berr, / Laerezh ‘ra kef ‘n [a]otro[ù] sant Pêr, / Ha, da serr-noz, ti an Ostiz, Yann da evañ ‘vel ur bouc’hiz ! / Ar jist[r] neve[z] ‘zo mat ha dous : / o lonkañ na skuizh hon marmouz / ‘Barzh ar barrouz, ar pinvikañ, / Muioc’h me[z]v na c’helfe be[z]añ. /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Kaerderioù nevez atav a zizolofes ennañ, hep dont da skuizhañ nepred gant e vurzhudoù.

1923
Daveenn : SKET p.73

Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Dre forzh mont e teu koulskoude, anat eo, an dougerien da skuizhañ, hag e teu ar c'hwezenn da redek puilh diwar o c'heinoù gelldu.

1985
Daveenn : DGBD p35

Gand adarreadou e teuer da skuiza (Gant adarreadoù e teuer da skuizhañ)

1989
Daveenn : NOMI Niv. 689-81 p. 25

Kenkent ha ma azez dirak un douchennaoueg hag ur skramm, ne skuizh ket en he flijadur.

2015
Daveenn : EHPEA p19

Gantañ [feulster an ensavadurioù] e skuizh an nen tamm-ha-tamm, cheñch a ra an darempredoù gant an dud en-dro dezhañ, koulz hag ar mod en deus d'en em welet ha d'en em briziañ, ha diwar-neuze [diwar neuze] e vod da soñjal e[n e] amzer da zont.

2015
Daveenn : DISENT p61-62

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial