Goude kerzhout e-pad seizh miz a-dreuz koadoù, strouezhegoù ec’hon, geotegoù ; goude treuziñ un niver gwazhioù, froudoù, stêrioù, avenoù, lennoù, geunioù ; goude trec’hiñ war ziaesterioù, gouzañv skuizhderioù ha tec’hout diouzh riskloù bras, e tigouezhas an holl yaouankizoù-se, an alc’houeder Alouda bepred ouzh o leviañ, war glann gornok lenn an Heol, Sonnolindon (1).
Chom a sav dek munut dre bep eurvezh kerzhout ; da zek eur, an arsav brasañ, c’hwezhañ tan ; aozañ soubenn ; lakaat eur c’horniad butun gros ; mont adarre betek an enderv ; digouezhout en ur bourk pe en ur gêrig vihan ; klask ur c’hrignol gant e-leizh a blouz pe foenn ; kaout arc’hant a-walc’h da foetañ oc’h ober tro an ostalerioù, ha mont da gousket hep soñjal da netra, marv gant ar skuizhder ; adsevel da veure, ha mont adarre a-raok ; setu penaos e tremenis an tri devez « manoeuvre » da stlepel er mor an alouberien a oa sañset bezañ douaret e Pontrev.
Poent e oa bremañ debriñ un dra bennak d'e goan, unnek eur anezhi, ha mont da astenn evit kaout repoz diwar skuizhderioù an dreizhadenn.
An iboga a ziluz' ar spered, a harz ouzh ar skuizhder, ken na c'hell an dañserien padout nozvezhiadoù hep kousket, o vresañ hag o kanañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
skuizh-divi