Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. A sant un doare poan, un digresk a nerzh diwar re labour pe diwar gleñved. Skuizh eo goude kerzhet pell. Aet eo skuizh gant kement a boelladennoù. 2. (dirak un ag. impl. da adv. pouez.) Skuizh-brein, skuizh-divi, skuizh-marv, skuizh-lazhet : ken skuizh ma ne c'haller mui ober striv ebet. 'Meus aon e tleit bezañ skuizh-lazhet oc'h ober keit all a hent dindan ar glav bras. HS. eok, faezh. 3. Dre ast. Displijet, enoeet. Aet eo skuizh o selaou ar brezegenn. 4. Trl. skeud. ERRUOUT, MONT SKUIZH GANT (UB., UDB.) : kaout displijadur en abeg dezhañ, d'an dra-se. Erru eo skuizh gant o c'hlemmoù. Aet on skuizh ganeoc'h. & BEZAÑ SKUIZH EN UDB. : bourrañ nebeut ag an dra-se. N'on ket skuizh c'hoazh em flijadur : eürus on bepred 5. Dre eilp. (db. ar c'homzoù) Hirvoudus, hegazus. Temzoù skuizh : lavarioù klevet meur a wech. & Trl. Malañ kaozioù skuizh : delc'her da adlavaret an hevelep traoù. 6. Gounez. (db. an douar) Aet an druzoni dioutañ. Douar skuizh zo er park-se. II. Impl. da ak. Skuizhder. Morse ne vez liv ar skuizh warni. Ur barr skuizh.

Skouerioù istorel : 
37
Kuzhat roll ar skouerioù

skuizh

1499
Daveenn : LVBCA p186 (las)

skuizh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg las

skuizh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg scuiz

skuishoc'h

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

skuizh

1732
Daveenn : GReg pg fatigué

gwall skuizh 'oan

1850
Daveenn : GON.II pg skuîz, skouîz

skuizh on o klaskout

1850
Daveenn : GON.II pg skuîz, skouîz

skuizh

1850
Daveenn : GON.II pg flak, skouéc'h, skouic'h, skouîz, skuîz

skuizh

1850
Daveenn : GON.II pg skouéc'h, skuîz, skouîz

skuizh

1850
Daveenn : GON.II pg skouîz, skuîz

skuizh

1850
Daveenn : GON.II pg skouic'h

Skuizh on gant ar broutac'h.

1850
Daveenn : GON.II pg broutac'h (La chaleur étouffante m'a lassé).

Skuizh on, ne c'hellan mui baleañ.

1850
Daveenn : GON.II pg baléa (Je suis las, je ne puis plus marcher).

Ker skuizh e oan ma kouezhen bep kammed.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « J’étais si fatigué, que je tombais à chaque pas ».

skuizh

1850
Daveenn : GON.II pg skuîz, skouîz

'Dal ma tavas, al laboused, skuizh-marv holl ouzh he c'hlevet, en em lakaas da fistilhañ, evel gwechall tud kêr Droja, pa deue Kasañdr d'o aliañ. Ganto, gant ar re-mañ siwazh ! Hevelep tro a c'hoarvezas. Nouspet labous a voe paket, lod kaouedet, lod all krouget.

1867
Daveenn : MGK p16

Er Sav-Heol emañ 'r brud (pep bro 'n deus marvailhoù), / E voe gwechall ur razh skuizh o vevañ er bed.

1867
Daveenn : MGK p116

Va c’hlevet hoc’h eus o lavaret d’hoc’h ambrouger omp, va bugale ha me, skuizh gant hol labour ; c’hwi hoc’h-unan hoc’h eus an aer da vezañ skuizh ivez ; koulz eo deomp ’ta mont da gousket.

1877
Daveenn : EKG.I. p.71-72

Evidon-me a zo fouge ennon, rak me gred emaint o vont da reiñ ur gentel nevez d’an dud diot-se n’int mat nemet da gaout abeg ennomp-ni, abalamour m’hon eus dilezet o c’hredennoù e oamp skuizh ganto.

1877
Daveenn : EKG.I. p.161

Alo, hastit afo, hon tad a zo skuizh oc’h ho kedal.

1877
Daveenn : EKG.I. p.79

Skuizh on o welet ober kemend-all a fallagriezh.

1878
Daveenn : EKG.II p.129

Divarc’hañ an nor ! Arabat e oa din en esaat, rak re skuizh ha re zinerzh e oan bremañ evit se. Aesoc’h c’hoazh e oa din mont dreist ar voger.

1878
Daveenn : EKG.II p.40

skuizh-marv

1909
Daveenn : BROU p. 397

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Daveenn : SVBV p8

skuizh-divi

1931
Daveenn : VALL pg accabler (accablé de fatigue)

skuizh-divi

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXI, accabler

skuizh-marv

1931
Daveenn : VALL pg accabler

skuizh-marv

1931
Daveenn : VALL pg accabler (accablé de fatigue)

skuizh

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XVI

– « Roit din ho pakadenn. N'oc'h ket skuizh ? Nann. »

1944
Daveenn : EURW.1 p79

Skuizh-marv e oamp : ar c'hezeg-houarn neuze a oa ponner ha ne oa ket ganto na rod libr, na cheñchamant herr.

1944
Daveenn : EURW.1 p74

— « Ho ! ho ! prim oc’h hiziv. » — « Ya ! aotrou Job, prim on hiziv, ha skuizh on aet o selaou sotonioù an dud vezv. »

1944
Daveenn : ATST p.20

Mont a rae skuizh war gement tu ; kerkent troet war an tu kleiz he doa c’hoant d’en em lakaat war an tu dehou.

1944
Daveenn : ATST p.50

« Dianket o klask ar peurvad, ne gaven neblec'h, edon o vont skuizh, pa 'n em gavis ganit, â te, kaer e-touez ar re gaer, dibabet gant va c'halon, rouanez va huñvreoù, « o divina! ».

1949
Daveenn : SIZH p.65

Ken skuizh eo aet hag e gazeg / Ha soudarded lampon e stroll.

1960
Daveenn : PETO p33

Skuizh oc'h. Divi. Chas a zeu da gunudañ er porzh e-pad an noz. Ne c'hellit ket repoz. Pegen faezhus !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88 p. 42, Anjela Duval

Va-unan emaon em logell ha dizale setu me kousket-mort, skuizh evel ma oan gant trevell an devezhioù a-raok.

1985
Daveenn : DGBD p10

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial