1. N'eo ket skuizh (ken).
Pa vin diskuizh ez adkrogin da heskennat.
2. (db. an obererezhioù)
Na skuizh ket.
Ul labour diskuizh a ran bremañ. Diskuizh eo ar c'hoari-se d'ar spered.
DHS. didorr.
HS. diskuizhus.
3. Stummet da labourat.
Ar vatezh a oa ur plac'h diskuizh.
DHS. frev, gren.
&
Dre eilp.
Ijinus ha lezirek.
Hennezh, 'vat, zo ur paotr diskuizh !
DHS. dilu.
4. Gounez. (db. an douar)
N'eo ket labouret (evit ar mare).
En ur park em eus douar skuizh hag en unan all douar diskuizh.
Diskuizh omp bremañ, ha ne c’houlennomp ket gwell eget mont adarre en hent.
Diskuiz omp breman, ha ne c’houlennomp ket guell eged mont adarre enn hent.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.101
diskuizh
diskuiz
1909
Daveenn :
BROU
p. 227 (peu fatigant)
diskuishoc'h
diskuissac'h
1909
Daveenn :
BROU
p. 227 (moins fatigant)
— Alo ! alo ! eme Jarlig kozh, dilezomp ar c’haozoù goullo-se, pere n’int mat nemet da spontañ an dioded, ha deomp da welet hag-eñ eo diskuizh Jañ Glaudadig.
— Alo ! alo ! eme Jarlig koz, dilezomp ar c’hôjou goullo-ze, pere n’int mat nemet da sponta an dioded, ha demp da welet hag-en eo diskuiz Jan Glaudadig.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.948 (Mae 1924)
Peogwir, eme ar c’hazh, penaos ar velfedenn a drec’has war ar bleiz, evelkent paotred diskuizh eveldomp-ni n’o devoa ket kalz a boan evit teuler ur c’habon evel hennezh er-maez e di.
P’eo gwir, eme ar c’haz, penôs ar velfedenn a drec’has war ar blei, evelkent pôtred diskuiz eveldomp-ni n’o devo ket kalz a boan evit teuler eur c’habon evel hennez er-mêz e di.
Ul laz paotred yaouank diskuizh ha dibabet a veze bepred war evezh oc’h heul gant div vag vihan ar voudenn besked dizoloet.
Eul laz pôtred yaouank diskuiz ha dibabet a vije bepred war evez oc’h heuilh gant diou vag vihan ar voudenn (2) besked dizoloet.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.122
Eno e tiski bezañ martolod ; eno, evel ma ’c’h out paotr diskuizh (2), ma teu ar c’habiten da deuler e evezh warnout, e tisko dit an holl skiañchoù a rank goût ar gabitened evit heñchañ o listri war ledander ar morioù bras.
Eno e tiski bea martolod ; eno, evel ma ’c’h out pôtr diskuiz (2), ma teu ar c’habiten da deuler e evez warnout, e tisko d’it an holl skianchou a rank goût ar gabitened evit hencha o listri war ledander ar moriou bras.