Un diskuizhadenn verr ne raent ken rak, pa strinke en dremmwel an darn uhelañ eus kantenn an heol, e savent hag, en ur ouelañ, en ur waskañ-diwaskañ o daouarn gant an dispi, e tiskennent d’ar mor.
Eun diskuizadenn verr ne raent ken rak, pa strinke en dremwel an darn uhela eus kantenn an heol, e savent hag, en eur ouela, en eur waska-diwaska o daouarn gand an dispi, e tiskennent d’ar mor.
1923
Daveenn :
SKET
p.115
E-pad un diskuizhadenn, unan eus ar baotred a lavaras : — Klevit ’ta ; ar Paotr-ruz, dec’h d’abardaez, a zo bet e gwezenn ber an aotrou person… Dare eo ar per, ha mat ; ar Paotr-ruz a roas unan din da dañva… Mat !
E-pad eun diskuizadenn, unan eus ar bôtred a lavaras : — Klevit ’ta ; ar Pôtr-ru, dec’h d’abardae, a zo bet e gweenn ber an ôtrou person… Dare eo ar per, ha mat ; ar Pôtr-ru a roas unan d’in da dafea… Mat !
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)
— Keit ha m’emaint oc’h ober un diskuizhadenn, eme Jarlig, me ac’h a da ober evel Jañ Glaudadig.
— Keit ha m’emaint oc’h ober eun diskuizadenn, eme Jarlig, me ac’h a da ober evel Jan Glaudadig.