1. Tamm eus an arar a sank en douar evit e derriñ, e zigeriñ. Un arar pevar (peder) soc'h. Ar soc'h hag he skouarnioù.
&
Reiñ ar skizh d'ar soc'h : reiñ naou dezhañ e doare ma vefe an erv diouzh ar gwellañ.
&
Trl. skeud.
Mont e soc'h da vinaoued : mont e stal da fall.
2. (db. an armoù)
Bos zo e-kreiz ur skoed.
Référence :
GON.II
pg divéga (Les pierres ont épointé le soc).
ret eo kas ar souc'h d'ar c'hovel
réd eo kas ar zouc'h d'ar c'hôvel
1850
Référence :
GON.II
pg gôfel, gôvel
soc'h
1850
Référence :
GON.II
pg soc'h, souc'h
soc'h
souc'h
1850
Référence :
GON.II
pg soc'h, souc'h
soc’h g.
souc’h g.
1923
Référence :
SKET
p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Soc ; umbo (de bouclier)".
Arouez an Hevoud a steredenne war vrennid he faotred yaouank, he flac’hed yaouank (1), war laonennoù o c’hlezeier hag o gouglezeier, war houarn o goafioù (2), war soc’h o skoedoù (3), war fust o arouezintioù-brezel.
Arouez an Hevoud a steredenne war vrennid he faotred yaouank, he flac’hed yaouank (1), war laonennou o c’hlezeier hag o gourglezeier, war houarn o goafiou (2), war souc’h o skouedou (3), war fust o arouezintiou-brezel.
1923
Référence :
SKET
p.128
Oberiañ a reas e-unan ar binvioù en doa ezhomm, en o zouez un ogedig hag un alarig e soc’h arem.
Oberia a reas e-unan ar binviou en doa ezomm, en o zouez eun ogedig hag eun alarig e souc’h arem.
1924
Référence :
SKET.II
p.23
Hirvoudiñ a reont da flourad ar soc’h, da voustrad ar yeoad ejened, da vennozh an haeler.
Hirvoudi a reont da flourad ar soc’h, da voustrad ar yeoad ejened, da vennoz an haeler.