Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tamm eus an arar a sank en douar evit e derriñ, e zigeriñ. Un arar pevar (peder) soc'h. Ar soc'h hag he skouarnioù. & Reiñ ar skizh d'ar soc'h : reiñ naou dezhañ e doare ma vefe an erv diouzh ar gwellañ. & Trl. skeud. Mont e soc'h da vinaoued : mont e stal da fall. 2. (db. an armoù) Bos zo e-kreiz ur skoed.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

soc'h

1499
Daveenn : LVBCA p186 (souc)

soc'h an arar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg soc (de charue)

soc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg soc

ar souc'h

1732
Daveenn : GReg pg charrue (le soc)

souc'hioù

1732
Daveenn : GReg pg charrue (le soc)

soc'h

1732
Daveenn : GReg pg charrue (le soc)

soc'hioù

1732
Daveenn : GReg pg charrue (le soc)

souc'hioù

1850
Daveenn : GON.II pg souc'h

diveget eo ar soc'h gant ar vein

1850
Daveenn : GON.II pg divéga

ret eo kas ar souc'h d'ar c'hovel

1850
Daveenn : GON.II pg gôfel, gôvel

soc'h

1850
Daveenn : GON.II pg soc'h, souc'h

soc'h

1850
Daveenn : GON.II pg soc'h, souc'h

soc’h g.

1923
Daveenn : SKET p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Soc ; umbo (de bouclier)".

Arouez an Hevoud a steredenne war vrennid he faotred yaouank, he flac’hed yaouank (1), war laonennoù o c’hlezeier hag o gouglezeier, war houarn o goafioù (2), war soc’h o skoedoù (3), war fust o arouezintioù-brezel.

1923
Daveenn : SKET p.128

Oberiañ a reas e-unan ar binvioù en doa ezhomm, en o zouez un ogedig hag un alarig e soc’h arem.

1924
Daveenn : SKET.II p.23

Hirvoudiñ a reont da flourad ar soc’h, da voustrad ar yeoad ejened, da vennozh an haeler.

1924
Daveenn : SKET.II p.62

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial