Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Hollad ar pezhioù a zegouezh gant hini pe hini eus liveoù ur savadur estreget al live zo a-rez an douar. Kouezhañ eus an trede solieradur. Er solieradur kentañ emañ e ranndi. HS. estaj

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

solieradur

1924
Référence : SKET.II p.141 (Geriadurig, étage)

Keit' ma oa mamm oc'h ober tro ar stalioù da brenañ din krezioù, loereier, hag all, me a furike da gaout ur gambr. Ober a ris marc'had eus unan war blasenn al Lisoù, a oa ur c'hoc'hu en he c'hreiz. Ar berc'hennez a oa un ostizez o chom en traoñ, ar gambr a oa er solieradur kentañ.

1944
Référence : EURW.1 p.136

Ar vrogarourien a oa bet pedet holl d'en em gaout e sal vras ti-kêr Montroulez, kentañ solieradur, d'ar Sadorn 13 a viz Eost 1898 da glevout prezegennoù a-zivout adsavidigezh Breizh.

1944
Référence : EURW.1 p.66

Bez' ez eus tri frenestr a sko war ar porzh er c'hentañ solieradur

2012
Référence : DJHMH p.16

Daou solieradur a oa dezhañ, prenestr ebet, un nor hepken a-rez douar, hag a-zioc'h anezhi talbenn ur voger dall dislivet.

2012
Référence : DJHMH p.11

Emañ ar ranndi en eil solieradur, un daou bezh, nebeutoc'h eget tri-ugent metr karrez ennañ, e straed Eolidos, e karter Egáleo.

2015
Référence : EHPEA p.11

Pignat a ran betek an trede solieradur ha pouezañ war ar sonerez.

2016
Référence : BARDF p.77

Emañ anna er solieradur a-us, o naetaat burev Nikitópoulos.

2018
Référence : PZORN p.328

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux