Télécharger les mots parents disoroc'h soroc'hal soroc'hell soroc'her soroc'herezh
soroc'h
soroc'h
Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.
A-wechoù e tegouezhe dimp klevout ur c’horn all o vouboual er pellder, met netra ne veze gwelet, hag ar mor, sioul[-]kenañ, ne rae na fiñv na soroc’h, evel p’en divije bet aon rak ne oar den petra, pe evel pa vije bet o c’hedal ivez kerkoulz ha ni.
Pet ha pet gwech, pa vezen e pell-pellañ diouzh Priel, e Rusia da skouer, e tegouezhe din adwelout, ha zoken en deñvalijenn ha serret ganin va daoulagad, an draonienn digenvez-se hag he stêr vorgousket, hag evel un heklev damvouget e kleven neuze soroc’h an dour ouzh ar garreg, koagadenn ur vran strafuillhet, pe vouskan melkonius ur paotrig[-]saout o vesa e loened e lanneg Kerdeozer…
Mots précédents
Mots suivants
soroc'hal