Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. al loened) Mouezh ar moc'h. & Krl. War-dro ar moc'h / E vez soroc'h. 2. Dre ast. (db. an dud) Grozmol, kroz. Lezit ho soroc'h, ha sachit ! Pa baouezas ar soroc'h e c'hallas komz. Mont a reas en ti, soroc'h ha grozmol ganti gwashoc'h eget biskoazh. [1954] Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

soroc'h

1732
Daveenn : GReg pg bruit (sourd & confus), grondement (bruit sourd)

soroc'h

1850
Daveenn : GON.II pg hiboud, soroc'h (tout bruit sourd en général. le cri ou le grognement des pourceaux. de plus, murmure, querelle).

Petra eo ar soroc'h-se a glevan ?

1850
Daveenn : GON.II pg soroc'h (qu'est-ce que ce bruit sourd que j'entends ?)

Soroc'h a zo en ti-se.

1850
Daveenn : GON.II pg soroc'h (il y a du murmure dans cette maison).

Ur porc'hell kozh, hoc'h-gouez, reunek hag hir e zent, / Gantañ trouz ha soroc'h a zibouch war an hent.

1867
Daveenn : MGK p97

Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.

1954
Daveenn : VAZA p.54

A-wechoù e tegouezhe dimp klevout ur c’horn all o vouboual er pellder, met netra ne veze gwelet, hag ar mor, sioul[-]kenañ, ne rae na fiñv na soroc’h, evel p’en divije bet aon rak ne oar den petra, pe evel pa vije bet o c’hedal ivez kerkoulz ha ni.

1954
Daveenn : VAZA p.107

Pet ha pet gwech, pa vezen e pell-pellañ diouzh Priel, e Rusia da skouer, e tegouezhe din adwelout, ha zoken en deñvalijenn ha serret ganin va daoulagad, an draonienn digenvez-se hag he stêr vorgousket, hag evel un heklev damvouget e kleven neuze soroc’h an dour ouzh ar garreg, koagadenn ur vran strafuillhet, pe vouskan melkonius ur paotrig[-]saout o vesa e loened e lanneg Kerdeozer…

1954
Daveenn : VAZA p.115-116

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial