Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.g. A. (db. al loened) Reiñ e vouezh da glevet, pa reer anv eus ur pemoc'h. Ar moc'h a soroc'he en o c'hraou. DHS. skroeñjal. B. Dre ast. 1. (db. an dud) Grozmolat. Ar person a soroc'he pa veze tud re ziwezhat. Kaer az po soroc'hal, ne zeuy ket en-dro. Reiñ a reas e aotre hep soroc'hal. DHS. klemm. HS. grignouzal, ronkal. 2. (db. an avel) Roc'hal. An avel a soroc'he hag a lakae pep tra da strakal. 3. Trouzal, pa reer anv eus ar bouzelloù. II. V.k.d. Soroc'hal da ub. : ober trouz dezhañ. He c'hoar ne ehane ket a soroc'hal dezhañ. Pa gav da'm gwreg em bez evet re, e krog da soroc'hal din. HS. krozal, skandalat.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

soroc'hat

1732
Daveenn : GReg pg bruine (faire un petit bruit sourd & confus), crier (parlant des boyaux)

soroc'het

1732
Daveenn : GReg pg bruine (faire un petit bruit sourd & confus), crier (parlant des boyaux)

o c'hlevout a ran o soroc'hañ

1850
Daveenn : GON.II pg soroc'ha

soroc'hal

1850
Daveenn : GON.II pg hibouda, soroc'ha

soroc'het

1850
Daveenn : GON.II pg soroc'ha

Mes ar moc’h, evel pa vije droug enno, evel pa vijent kounnaret o welet Loull o chom en o zouez, a doc’he, a soroc’he hag a oc’he kement ha kement ma o doa an aer da c’hervel ar chouanted, ha da lavaret dezho edo ar person "intru" er c’hraou ganto.

1877
Daveenn : EKG.I. p.125-126

N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.

1944
Daveenn : ATST p.8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial