I. Doar./Stn.
1. Zo dastumet e gorf warnañ e-unan.
Archerien souchet war o c'hezeg. Ger ebet ne zistage er bodadegoù ha menel a rae souchet en e gorn.
2. Zo kuzhet.
Mein-bez hanter souchet gant ar geot. Julig a chomas souchet e-harz ur roc'hell da selaou ha da sellet.
[1954] Bez’ e oa en e benn daoulagad war-nes divarc’hañ, ken dilufr ha re ur soueenn o paouez bezañ lemet eus an dour, ha souchet e oa e fri taltous etre div joskenn velen-koar ken tev ha ma vijent bet koeñvet [...].
3. Zo tamolodet, kafunet.
[1954] Graet e voe evel-just diouzh e c’hoant, ha bemnoz e chome war benn a-dreñv al lestr, souchet en e gador vroenn-Indez dindan ar c’hanolioù bras, evezhiek ouzh hor selaou, a-wechoù gant ofiserien en-dro dezhañ, met ar peurliesañ ne veze eno den all ebet nemetañ.
4. Zo stouet.
Goude-se e pignas war menez an olived en ur ouelañ, e benn souchet.
5. Dre skeud. (db. savadurioù)
Lec'hiet.
E spered a wel e di bihan souchet war diribin Gwerledan.
DHS. kludet.
6. Dre skeud.
Souch (ag.).
An dud a vez alies souchetoc'h ha fallakroc'h eget ar c'hizhier.
II.
Impl. da ak.
1. Trl.
Chom en e souchet : chom en e souch (h.g.), gant e gorf dastumet warnañ e-unan.
Ar paotr kozh a chome en e souchet da sellout ouzhin-me.
2. Den souch (ag.).
A-bouez ober o souchet e c'halljont kaout degemer e kastell Beuzid.
P’oa en em gavet en enezenn Sant-Laorañs, e chomas ur pennad da ehanañ, souchet a-dreñv ur c’hleuz, evit gwelet ha ne deue den ebet war e lerc’h.
P’oa en em gavet enn enezen St-Loranz, e chommaz eur pennad da ehana, chouchet adren eur c’hleuz, evit guelet ha ne deue den ebed var he lerc’h.
1877
Référence :
EKG.I.
p.224
Eno, souchet start an eil ouzh eben, e tomment o izili hag e tiskuizhent ken an hanternoz.
Eno, souchet start an eil ouz eben, e tomment o izili hag e tiskuizent ken an hanternoz.
1923
Référence :
SKET
p.114
Ar yer a oa moredet war o c’hlud, souchet o fenn dindan o eskell.
1944
Référence :
ATST
p.129
Bez’ e oa en e benn daoulagad war-nes divarc’hañ, ken dilufr ha re ur soueenn o paouez bezañ lemet eus an dour, ha souchet e oa e fri taltouz [taltous] etre div joskenn velen-koar ken tev ha ma vijent bet koeñvet ; dont a raen da grediñ n’eo ket ar c’hwezhenn, met takennoù druzoni a zivere diouto.
1954
Référence :
VAZA
p.131
Graet e voe evel-just diouzh e c’hoant, ha bemnoz e chome war benn a-dreñv al lestr, souchet en e gador vroenn-Indez dindan ar c’hanolioù bras, evezhiek ouzh hor selaou, a-wechoù gant ofiserien e[n]-dro dezhañ, met ar peurliesañ ne veze eno den all ebet nemetañ
Graet e voe eveljust diouzh e c’hoant, ha bemnoz e chome war benn a-dreñv al lestr, souchet en e gador vroenn-Indez dindan ar c’hanolioù bras, evezhiek ouzh hor selaou, a-wechoù gant ofiserien e-dro dezhañ, met ar peurliesañ ne veze eno den all ebet nemetañ