Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Zo dastumet e gorf warnañ e-unan. Archerien souchet war o c'hezeg. Ger ebet ne zistage er bodadegoù ha menel a rae souchet en e gorn. 2. Zo kuzhet. Mein-bez hanter souchet gant ar geot. Julig a chomas souchet e-harz ur roc'hell da selaou ha da sellet. 3. Zo tamolodet, kafunet. Ar mestr a chom souchet dindan e zilhad-gwele. 4. Zo stouet. Goude-se e pignas war menez an olived en ur ouelañ, e benn souchet. 5. Dre skeud. (db. savadurioù) Lec'hiet. E spered a wel e di bihan souchet war diribin Gwerledan. DHS. kludet. 6. Dre skeud. Souch (ag.). An dud a vez alies souchetoc'h ha fallakroc'h eget ar c'hizhier. II. Impl. da ak. 1. Trl. Chom en e souchet : chom en e souch (h.g.), gant e gorf dastumet warnañ e-unan. Ar paotr kozh a chome en e souchet da sellout ouzhin-me. 2. Den souch (ag.). A-bouez ober o souchet e c'halljont kaout degemer e kastell Beuzid.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

P’oa en em gavet en enezenn Sant-Laorañs, e chomas ur pennad da ehanañ, souchet a-dreñv ur c’hleuz, evit gwelet ha ne deue den ebet war e lerc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.224

Eno, souchet start an eil ouzh eben, e tomment o izili hag e tiskuizhent ken an hanternoz.

1923
Daveenn : SKET p.114

Ar yer a oa moredet war o c’hlud, souchet o fenn dindan o eskell.

1944
Daveenn : ATST p.129

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial