V.
I.
V.k.d.
SOURIÑ ÀR UB.
1. Trec'hiñ war ub.
Ne oa ket gwrac'h ebet da souriñ àrnezhi. N'o doa ket souret àr an Dispac'herien.
DHS. gounit (verb).
2. (db. ar santadoù)
Kemer e greñv war ub., dont da vestr war ub.
Souriñ a rae ar c'housked àrnon. Tra ma soure allevenez àr ur rummad, e fulore an eil. Ganimp-ni ez eus tan ha neoazh, diouzh ar mintin, e sour an anoued àrnomp.
3. (db. ar c'hleñvedoù)
Tagañ, reiñ bec'h da ub.
Hag e kane bete ken na soure ar berranal àrnezhañ. Ne sour e zroug àrnezhañ nemet seul bemzektez. Kement-se zo bet abeg d'ar c'hleñved sec'h souriñ àrnezhañ.
4. Reiñ bec'h da ub. gant ar stank ma'z eo.
Hiziv e sour ar paperioù àrnomp arre. Re e sour al labour àrnomp.
II.
(impl. gant an ar. da dirak un av.)
SOURIÑ DA OBER.
1. Ober mui-ouzh-mui.
Ar prederi hag an doujañs a sour da waskañ àrnezhañ o soñjal en dud a zeuy àr e dro. Gant tro an heol e sour Frañsez da soñjal er glemmerien a vo o tonet da derriñ e benn.
2. Ober a-heligentañ.
Razh e souront da varbotiñ ha hini da selaou. Bras ha bihan, holl e souront da gas ha da lavaret ne dalv mui ar c'hrampouezh netra.
III.
V.g.
1. Kreskiñ.
Souriñ a ra an digarantez etre an div strakell.
2. (db. ar santadoù)
Souriñ a udb. : bezañ leun, karget anezhañ. Hag eñ hag a soure a levenez, setu eñ o souriñ a c'hlac'har.
Souriñ a ra an enkrez warnon pa soñjan ez eus c'hoarvezet un dra bennak gant Adriani rak ar pleg he deus da dreiñ ar c'heleier fall e sorc'henn, ken e ya betek penn he nerzh ha ma chom klañv.