Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.d. SOURIÑ ÀR UB. 1. Trec'hiñ war ub. Ne oa ket gwrac'h ebet da souriñ àrnezhi. N'o doa ket souret àr an Dispac'herien. DHS. gounit (verb). 2. (db. ar santadoù) Kemer e greñv war ub., dont da vestr war ub. Souriñ a rae ar c'housked àrnon. Tra ma soure allevenez àr ur rummad, e fulore an eil. Ganimp-ni ez eus tan ha neoazh, diouzh ar mintin, e sour an anoued àrnomp. 3. (db. ar c'hleñvedoù) Tagañ, reiñ bec'h da ub. Hag e kane bete ken na soure ar berranal àrnezhañ. Ne sour e zroug àrnezhañ nemet seul bemzektez. Kement-se zo bet abeg d'ar c'hleñved sec'h souriñ àrnezhañ. 4. Reiñ bec'h da ub. gant ar stank ma'z eo. Hiziv e sour ar paperioù àrnomp arre. Re e sour al labour àrnomp. II. (impl. gant an ar. da dirak un av.) SOURIÑ DA OBER. 1. Ober mui-ouzh-mui. Ar prederi hag an doujañs a sour da waskañ àrnezhañ o soñjal en dud a zeuy àr e dro. Gant tro an heol e sour Frañsez da soñjal er glemmerien a vo o tonet da derriñ e benn. 2. Ober a-heligentañ. Razh e souront da varbotiñ ha hini da selaou. Bras ha bihan, holl e souront da gas ha da lavaret ne dalv mui ar c'hrampouezh netra. III. V.g. 1. Kreskiñ. Souriñ a ra an digarantez etre an div strakell. 2. (db. ar santadoù) Souriñ a udb. : bezañ leun, karget anezhañ. Hag eñ hag a soure a levenez, setu eñ o souriñ a c'hlac'har.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Souriñ a ra an enkrez warnon pa soñjan ez eus c'hoarvezet un dra bennak gant Adriani rak ar pleg he deus da dreiñ ar c'heleier fall e sorc'henn, ken e ya betek penn he nerzh ha ma chom klañv.

2015
Daveenn : EHPEA p101

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial