I.
Doar./Stn.
A. Difetis
1. Ampart evit meizañ, santout ar pezh na vez ket spurmantet gant ar pep brasañ, dezhañ ur spered lemm hag ijinus.
Bezañ soutil evel al louarn. Tud kozh, pampes darn anezho, met ken soutil darn all. Soutil a spered.
DHS. link, gwidreüs.
HS. fin (ag.), gwevn, ijinus.
2. DISPRED.
(db. ar c'hleved, ar c'hwesha)
Tanav.
Ar pesk en deus ur skouarn soutil.
HS. skañv.
3. Graet pe lavaret en un doare fin hag ampart.
Ober a reer gant kartoù troioù forzh soutil. Neuze ez empentas an aotrou Kadig un doare-ober soutil. Ul laeroñsi soutil.
4. Eskuit, mibin.
Tri c'hant marc'heg dizouj, soutil evel o mestrez.
HS. blim, bliv, diliamm, dillo (ag.), dilu, ouesk.
ES. lopes.
5. Diaes da verzout abalamour ma'z eo tremeniat, kuzhet.
Lakaet e vo dirazi he soñjoù soutilañ, he c'hoantoù kuzhet.
DHS. diheverz.
B. Fetis
1. KOZH (db. an danvezennoù)
Skañv, diheverz.
Ar materi soutil. Ar gimiezh a laka poan da ziforc'hañ ar pezh zo ar soutilañ en ur c'horf diouzh ar peurrest.
2. Dre ast.
En em sil, en em led aes.
Merzout a ran en delioù gleb ur frond soutil. Ned eus netra soutiloc'h eget ar sklaerder. Ar faos joaioù zo ur poezon soutil.
3. (db. an avel)
A sil dre an digoroù.
An avel soutil en em sil er c'hambroù dre ar faoutoù eus an dorioù.
DHS. sil, tro (ag.).
II.
Adv.
En un doare eskuit.
Eñ a dec'h ker soutil ken ne spurmanter ket dre ven e pase.
Hogen pa’z eo gwir n’emañ ket war hon tro korf an touell, aesoc’h eo herzel, disteroc’h riskl an argoll… Daoust ma’z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !...