I. Ehan.
Hep spanaenn.
Ne gemere spanaenn na diskuizh ebet. Labour hoc'h eus d'ober hep spanaenn.
HS. arsav, astal, paouez, span.
II.
1. Pennad ma teu an amzer fall da sioulaat, da wellaat.
N'eo ket lavaret e padfe ar spanaenn. Un nebeudig spanaennoù. War an amzer e oa deuet ur spanaenn.
DHS. bravadenn, fraeshaenn, sklaeraenn, splannadenn, tavadenn.
2. Dre heveleb.
Pennad en ur mare a drubuilhoù ma teu an traoù da wellaat (un disterañ).
Ar spanaenn a badas betek ma sailhas Alan ha Judikael an eil ouzh egile.
HS. gwellaenn.