V.k.e.
I.
(db. al loened, an dud)
1. Lemel e zivgell digant ur par.
Spazhañ ur marc'h. Spazhañ ur c'hilhog.
HS. troc'hañ.
2. Dre ast. (db. ar parezed)
Lakaat da vezañ divarrek da ouennañ.
Spazhañ ur wiz.
3. (db. ar c'hresteneged)
Toullañ pleg o favioù bras evit mirout outo a biñsat ken.
Ar c'hranked hag al ligistri a vez spazhet e-giz-se.
II.
Dre skeud.
1. PEMDEZ
Touzañ, troc'hañ.
Ar geot-mañ a vo spazhet ivez ?
2. Trl. skeud.
Spazhañ an dour, ar person, ar c'hure, ar c'hog : stlepel mein bihan plat war-c'horre an dour en doare d'o lakaat da zazlammat.
&
Spazhañ melc'hwed : ober dic'hallus da seveniñ.
Se zo ken aes ha spazhañ melc'hwed.
&
Spazhañ laou : mont re er munudoù.
Référence :
GON.II
pg spaza (il n'a pas été bien châtré, bien hongré, bien chaponné).
spazhañ an dour
spaza ann dour
1850
Référence :
GON.II
pg spaza (faire des ricochets, jeter obliquement une pierre plate sur l'eau, et lui faire faire plusieurs bonds).
spazhiñ
spac'hein
1850
Référence :
GON.II
pg spac'hein (voyez "spaza"), spaza (faire des ricochets, jeter obliquement une pierre plate sur l'eau, et lui faire faire plusieurs bonds. en Vannes, "spac'hein").