Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. I. (db. al loened, an dud) 1. Lemel e zivgell digant ur par. Spazhañ ur marc'h. Spazhañ ur c'hilhog. HS. troc'hañ. 2. Dre ast. (db. ar parezed) Lakaat da vezañ divarrek da ouennañ. Spazhañ ur wiz. 3. (db. ar c'hresteneged) Toullañ pleg o favioù bras evit mirout outo a biñsat ken. Ar c'hranked hag al ligistri a vez spazhet e-giz-se. II. Dre skeud. 1. PEMDEZ Touzañ, troc'hañ. Ar geot-mañ a vo spazhet ivez ? 2. Trl. skeud. Spazhañ an dour, ar person, ar c'hure, ar c'hog : stlepel mein bihan plat war-c'horre an dour en doare d'o lakaat da zazlammat. & Spazhañ melc'hwed : ober dic'hallus da seveniñ. Se zo ken aes ha spazhañ melc'hwed. & Spazhañ laou : mont re er munudoù.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

hoc'h lart spazhet

1499
Daveenn : LVBCA p99, 130, 187 (porceau gras senne)

spazhfe

1499
Daveenn : LVBCA p187

spazh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chastrer

spazhet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chastré

spaouet

1732
Daveenn : GReg pg chatrer

spazhet

1732
Daveenn : GReg pg chatrer

spazhiñ

1732
Daveenn : GReg pg chatrer

spaouiñ

1732
Daveenn : GReg pg chatrer

spazhiñ

1732
Daveenn : GReg pg chatrer

spazhet

1732
Daveenn : GReg pg chatrer

spazh

1732
Daveenn : GReg pg chatrer

spazhañ

1850
Daveenn : GON.II pg spac'hein, spaza (châtrer, enlever les testicules. hongrer. chaponner).

spazhet

1850
Daveenn : GON.II pg spaza (châtrer, enlever les testicules. hongrer. chaponner. Part.)

N'eo ket bet spazhet mat.

1850
Daveenn : GON.II pg spaza (il n'a pas été bien châtré, bien hongré, bien chaponné).

spazhañ an dour

1850
Daveenn : GON.II pg spaza (faire des ricochets, jeter obliquement une pierre plate sur l'eau, et lui faire faire plusieurs bonds).

spazhiñ

1850
Daveenn : GON.II pg spac'hein (voyez "spaza"), spaza (faire des ricochets, jeter obliquement une pierre plate sur l'eau, et lui faire faire plusieurs bonds. en Vannes, "spac'hein").

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial