Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V. I. V.k.e. Lakaat da vezañ splann. Ar re a laka poan da splanniñ dimp amzer gozh hor bro. HS. sklêrijennañ. II. V.g. A. 1. Reiñ ur sklêrijenn splann. Al luc'hed, o splanniñ, a faout ar gogusenn. & (db. an traoù) Skediñ o tisteuler ur sklêrijenn splann. Ur gurunenn lugernus a splann àr hefenn. Ur c'hleze a splann evel ur gaouad tan. 2. Dont da vezañ sklêrijennet. Splanniñ a ra an oabl gant ar brogon. Splanniñ a ra an ti gant ar gaouad tan. C'hwezhañ war ar glaou ken e splann ar c'hovel. B. Dre skeud. 1. Dont da vezañ anat d'an holl. E garantez a weler o splanniñ bemdez. Lakaat ar wirionez da splanniñ. 2. Skeiñ ar gweled en un doare plijus. Netra àr an douar ken kaer evelti ne splanne. Bizoù-skouarn a rae d'he dremm splanniñ muioc'h. 3. En em vrudañ. Splanniñ a reas dre e uvelded.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

splannañ

1659
Référence : LDJM.1 pg manifester, déclarer

splammañ

1850
Référence : GON.II.HV pg splamma

splannet

1850
Référence : GON.II.HV pg splamma

ha splammet eo al listri ganeoc'h ?

1850
Référence : GON.II.HV pg splamma

Ha pezh n'oa ket bet anzavet gant ar breur Arturo, kennebeut, re gizidik e elevez, a oa an evezhiadenn a luc'he, a-daolioù, en e spered, evel ma splamme, pa veze digoret ganti, mohera avelaouer Palmira (...).

1949
Référence : SIZH p.56

Splannañ a rae an heol war an aod.

1985
Référence : DGBD p45

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux