spontet
Nann, ne oa kristen ebet, d’ar mare, o c’hoari en-dro d’an ti, nemet marteze Anaon Herri a oa deuet d’ober pinijenn el lec’hioù m’en doa bevet. Ha pa soñjas en ene he gwaz, Mari a zeuas da vezañ spontet-naet.
Job : — « Ar voereb a zo aonik. » Lom : — « Bezit dinec’h ! Spontet e vo, pa glevo labous an Ankoù o c’hoari en-dro d’an ti. »
N’ouzon nemet un dra : spontet on bet dreist-muzul. Gant un nozvezh all evel-se, e vezin lazhet sur a-walc’h. O ! spontus e oa, spontus ! spontus !… O ! n’on ket evit lavarout deoc’h pegement !…
Hemañ avat, aonik marteze, pe c'hoazh dre ma edod en ur vro ma n'eus ket da c'hoari gant ar c'hleñved, a voe spontet, hag e lavaras dezhañ mont diouzhtu d'an ospital evit ma vije gouezet petra 'c'hoarveze gant e implijad.
An daou argader, spontet gant o zaol freuz hag ar sioulded a renas diouzhtu war-lerc'h, a gilas un tammig hag a sellas pizh en diabarzh.
Siellet e oa ar golo endeo, pa'z on bet spontet-mik a-nevez.
Mots précédents
Mots suivants
spontik